Page 1 sur 1

Mandriva

Publié : lun. nov. 05, 2007 4:25 pm
par Alan Monfort
Tud o kemer perzh e eskemmoù ar forom, evel Giullia hag a zifenn Linux, ne felle ket dezho ober gant arveriad. "Eus pelec'h e teu ar ger-mañ ? Ne vo ket komprenet gant an dud !" Staliet em eus, n'eus ket pell, Mandriva bet troet (evit un darn hepken) e getal e brezhoneg. Souezhet bras on bet o lenn : "anv arveriad, dibarzhoù, ketal, c'hoarioù kadoniezh" ha gerioù 'prederek' all. Ne gomprenan ket perak ez eo bet degemeret gerioù Preder evit Linux ha perak ne vefent ket evit Windows. Gouzout a ouzon ez eus 'brederouriezhoù' disheñvel gant ar reizhiadoù korvoiñ-mañ met memes tra...

Evit ar re a fellfe dezho staliañ Mandriva : aes-tre eo henn ober. Kaer eo ketal Mandriva ha n'eo ket diaes da gefluniañ. Kavet em eus Scribus hag OpenOffice e brezhoneg e-touez ar meziantoù kinniget dre ziouer. Roet hon doa restroù troidigezh GIMP met n'int ket bet lakaet war lec'hienn GNOME. Evit gwir, rak ne 'm eus ket internet er gêr, n'ouzon ket hag-eñ eo aes da gefluniañ ar c'hennaskañ internet gant un alc'hwez USB wi-fi (pezh a fellfe din ober).

Aes kenañ eo ouzhpennañ ur meziant gant ar goulev staliañ kinniget. Gwell eo lakaat kantennad Mandriva a-bezh war ar gantenn galet e-pad ar staliañ.

Mard hoc'h eus un urzhiataer kozh, o chom en ur c'horn diarver, taolit ur sell war Linux.

Publié : lun. nov. 05, 2007 4:49 pm
par drouizig
Alan,

Guilia ha skipailh Jeremy o doa labouret war Ubuntu e brezhoneg. Mandriva a zo ur raktres a-rall. Troet e oa bet ar meziantou a venegez gant Thierry Vignaud ma me sonj mat. N'eo ket bet staliet ganin ar Linux-se neoazh... n'hellan ket laret hiroc'h...

Philippe

Publié : mar. nov. 27, 2007 11:20 am
par Alan Monfort
Demat,

Staliet em eus meur a zasparzhadenn Linux hag atav ez eus bet ur gudenn gant an ñ.

Enlakaet e vez an ñ dre daolennad an arouezennoù, koulskoude eo re hir evit bezañ pleustrek.

Alt + 164 pe Alt + 165 ; Alt Gr + é + n ne dremenont ket.

Un doare all ez eus evit enlakaat an arouezenn-mañ. Heñvel evit Ù.

Penaos e vefe enlakaet an arouezennoù dibar gant Linux ?

Publié : dim. déc. 30, 2007 10:34 pm
par Alan Monfort
Gant ForomMaster Kervarker em eus bet ur respont a-fet an arouezennoù dibar ñ ha Ù :

Pour ce qui est du clavier, il faut choisir la variante unicode ("oss") pour le clavier (layout "fr", variant "oss"), qui permet d'obtenir tous les caratères latins unicode avec toutes sortes d'accents. En particulier on obtient un ~ muet (composable) avec alt-gr + ^; œ avec alr-gr + o, ...

Trugarez vras dezhañ c'hoazh