Page 1 sur 1

Jabber

Publié : mer. juil. 16, 2008 6:17 am
par jeremy
Salud deoc'h !

Hag anavezout a rit ar protokol Jabber ? Kit 'ta da deurel ur sell ouzh Jabberfr evit muioc'h a ditouroù. Ur protokol frank eo evit ar postelerezh prim. Diwallit, n'eo ket MSN. Ar memes pennkaoz eo newazh, e gwelloc'h evel-just dre ma'z eo frank. Ma n'ho peus ket kont c'hoazh, poent eo krouiñ unan. Na rit ket bil, tu 'vo da chom e darempred gant ho tarempredoù msn, icq, aim... gant ur gont nemetken dre implijout treuzelloù.

Aesoc'h eo eskemm ul linenn bennak gant ur postelerezh prim eget gortoz ur postel da skouer. Ur moaien eo ivez d'en em welaat. Respont diouzhtu hep prederiañ evel a c'hallomp ober en ur skrivañ ur postel, n'eo ket ar memes tra.

Ur bern klianted ez eus evit implijout Jabber : Psi ha Gajim 'zo an daou ar muiañ brudet. Gallout a reont bezañ staliet gant Windows ha Linux.

Kavout a rit kalz a bajennoù war ar genrouedad diwar-benn jabber evit gouzout penaos krouiñ ur gont, implijout un dreuzell.

Ken ar c'hentañ war Jabber !