Gourc’hemennoù a-berzh skipailh Kelenn

Evit kaozeal diwar zanvezioù all a-bep seurt (lec'hienn An Drouizig, geriaoueg ar stlenneg, h.a.)
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Gourc’hemennoù a-berzh skipailh Kelenn

Message par drouizig » jeu. nov. 20, 2008 9:21 pm

Salud dit Alan ha d'az skipailh,

O paouez lenn an diviz war Kervarker emaon. Implijout a ran kalzig o labour evit stummañ(!) stajidi Kelenn war an urzhiataer. Ober a ran ar muiañ posupl gant ho roll-gerioù. N'eo ket aes atav rak n'eus ket an hevelep live gant an holl. Diaes eo dezho mestroniañ ar "mekanik" ha deskiñ ar c'heriaoueg war an dro. Met ur gwir blijadur eo kaout da zibab etre poelladoù bet troet e brezhoneg.

Ne gontin ket gevier dit o lavaret e ran bep tro gantañ (a-wechoù e implijañ gerioù simploc'h evit bezañ sur da vezañ komprenet gant an holl) met ansav a ran eo ur pezh mell labour a rit, hag an ezhomm bras a oa eus outañ.
Kalon dit (deoc'h) evit echuiñ gant Thunderbird,

Owen POHO.

Répondre

Qui est en ligne ?

Utilisateurs parcourant ce forum : Aucun utilisateur inscrit et 2 invités