Forom ha lec'hienn

Evit kaozeal diwar zanvezioù all a-bep seurt (lec'hienn An Drouizig, geriaoueg ar stlenneg, h.a.)
Kristen
Messages : 14
Inscription : mer. déc. 01, 2004 5:46 pm

Forom ha lec'hienn

Message par Kristen »

Salud !

Ne gavan ket penaos e c'heller distreiñ davet al lec'hienn pa vezer war ar forom amañ... Daoust hag ez eus ur bir bennak en ul lec'h bennak, pe un dra all n'em ije ket kavet ? Evit ar poent ez an war gil betek adkavout al lec'hienn, met a-wechoù ez eo hir a-walc'h ober toud an hent war an tu gil...(da skouer pa 'meus ouzhpennet ur gemenadenn...).
A galon, Kristen.
Kristen
Messages : 14
Inscription : mer. déc. 01, 2004 5:46 pm

Message par Kristen »

Mat eo, kavet 'meus !!!

A galon, Kristen.
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig »

Kavet t'eus eta,

Ha gwelet e vez ar gudenn-se gant lec'hiennoù internet all a implij ur forom phpBB.

Dav e oa din kemmañ restroù dre ziouer eus ar forom phpBB a-ratozh evit merañ an dra-se... dav eo klikañ war skeudenn an drouizig eta!

Philippe
Kristen
Messages : 14
Inscription : mer. déc. 01, 2004 5:46 pm

Message par Kristen »

Gwir eo pa soñjan mat em eus gwelet ar gudenn-se war meur a forom a implij phpBB... Ur mennozh mat eo implij ar skeudenn-se.
Skrivet e vez "Korvigelloù An Drouizig Forum Index" pa vez tremenet al logodenn war skeudenn an Drouizig... me soñje din en abeg da se e vefen kaset en-dro war bajenn degemer ar forom, ha n'eo ket da bajenn degemer al lec'hienn... Komprenet 'meus fall.
A galon, Kristen.
Répondre