Page 1 sur 1

Difazier evit Abiword...

Publié : mer. oct. 19, 2005 3:45 pm
par Gweladenner-kozh
Ker Drouizig,
karget em boa an difazier evit abiword. Souezhus e oa . Ned eo ket an difazier evit labourat gant ar brezhoneg, nemet gant ar galleg. En despet da vezañ cheñchet ar yezh e n dibaboù......
A galon
Kristian

Publié : mer. oct. 19, 2005 3:46 pm
par drouizig
Demat Kristian,

2 c'houlenn,

- Sur oc'h ho peus "degochet" "Kemmañ ar yezh hag ar c'hlavier a-gevret" (Ostilhoù/Dibaboù/Yezh).
- Ha daoust hag eñ ez eus un arlun (un "ikonig" m'ho peus c'hoant) "ABC" e-kichen al linenn "brezhoneg" er voest (Ostilhoù/Yezh) ?

Trug!
Philippe

Publié : jeu. oct. 20, 2005 9:19 am
par Gweladenner-kozh
Demat,
An ikonig zo amañ, hag em eus degochet.
Met ne zeu ket abiword eus ho lec'hienn.
E galleg e oa da gentañ.
Ken...
Kristian

Publié : jeu. oct. 20, 2005 9:22 am
par drouizig
Kristian,
Daou c'houlenn all a-bouez neuze,
War Windows emaoc'h ? Ha gant pe doare a rit ? Me a ra gant an 2.2.9...
Trug,
Philippe