Page 1 sur 1

Kemmadurioù e troidigezh ar Forum

Publié : dim. déc. 19, 2004 11:03 pm
par Malo-net
Demat deoc'h.

Laouen on o welet ur forum oc'h implijout ma zroidigezh.

Ma gavit fazioù-yezh, pe m'ho peus kemmet traoù (evit bezañ sklaeroc'h pe resisoc'h da skouer), e vefen laouen da c'houzout ar pezh ho peus kemmet, evel-se e c'hellin hen ober ivez war ma zroidigezh.

Gallout a rit kas ur bostel din da malomorvan@yahoo.fr

Trugarez vras.

A galon, Malo

Publié : lun. déc. 20, 2004 10:18 am
par drouizig
Malo,

Tra ebet zo bet kemmet ganin evit ar mare. Kaset em eus dit ar vuioù-koukoug am boa kavet met n'em eus ket nevesaet ar restroù troidigezh. A hend-all em eus savet ur bajennad war al lec'hienn-mañ evit prientiñ da labour. Prest on da nevesaat ar restroù pa fell' dit,

Philippe

Publié : lun. déc. 20, 2004 4:45 pm
par Malo-net
Trugarez vras. Troet 'm boa Topics Anywhere ivez (ur MOD evit diskouez war pajennoù diavaez d'ar forum (ar bajenn-degemer, da skouer) ar c'hemennadeenoù ziwezhañ). Da gaout emañ amañ

Skarzhañ 'rin pajenn ar "raktresoù" pa vo lakaet ar poelladoù war al lec'hienn-mañ, hag e kasin deoc'h an nevezadurioù.

A galon, Malo

Publié : ven. janv. 21, 2005 11:00 pm
par Malo-net
Trugarez vras da vezañ lakaet se war ho lec'hienn !

Gallout a rin skarzhañ pajenn ar raktresoù war ma hini.

Un draig koulskoude a chall ac'hanon : graet 'zo bet ur c'hopiañ-pegañ eusar c'hod, ar pezh na zirenk ket ac'hanon, met lakaet eo bet troidigezh PDFCreator war ar bajenn ivez neuze ! Padal eo PDFCReator ur poellad all, disheñvel penn-da-benn, graet evit lakaat teulioù er stumm PDF (hag e stummoù all) en un doare aes. Amañe kavoc'h titouroù e saozneg, hag amañ e galleg

Setu, d'am soñj e vefe bet gelloc'h lakaat PDFCreator e-touez ar poelladoù all, evit ma c'hellfe bezañ kavet hep bezañ rediet da vont war bajenn phpBB.

E mod-all e vefe dedennus ivez kinnig skeudennoù brezhonek ar gwiskadur implijet war ar forum-mañ da bellgargañ war an hevelep pajenn...

Setu. Ur pismig eo hepken, ha laouen-kenañ on e vefe bet lakaet ma zroidigezh war ho lec'hienn ! A-benn nebeut 'm bo amzer evit treiñ ar poelladoù bihan ho peus lakaet war ar bajenn-zegemer.

Publié : lun. janv. 24, 2005 9:51 am
par drouizig
Demat Malo,

Aozet ez eus bet ur bajenn a-ratozh evit PDFCreator. Trugarez c'hoazh evit an droidigezh.

Daou c'houlenn em eus memestra diwar benn troidigezh phpBB:

- Reizhet t'eus ar gudenn a oa gant ar ' (hep \) ?
- Ouzhpennet t'eus d'ar restroù troidigezh ar "Smilies" e brezhoneg ?

Trugarez,
Philippe

Publié : dim. avr. 24, 2005 1:20 am
par Llaf_Nongaval
Demat deoc'h,

Dreist eo troidigezh ar forum, hen implij a rin gant ma forum pa vo echu ma lec'hienn ;)

Koulskoude 'm eus 2 zamantiñ da lâr warnañ »

- Da gentañ evit reizhañ kudenn ar c'hemmadurioù goude an niveroù e vefe lakaat da skouer "En holl ez eus bet kaset 22 a gemennadennoù gant an izili" e lec'h "En holl ez eus bet kaset 22 kemennadenn gant an izili"

- Hag un dra all, n'ouzon ket ma'z eo ur fazi pe get mes e kavan iskis da lâr "Bez 'z zo 16 ezel enrollet" e lec'h "Bez 'z eus 16 ezel enrollet"

Ha ma gourc'hemennoù c'hoazh evit bezañ bet o treiñ ar forum, brav ! ;)

Kenavo ar wech all,
Y Llaf Nongaval :lol:

Publié : ven. juin 03, 2005 11:02 pm
par Malo-net
kudenn ebet ! Emaon o vont da reizhañ se. Trugarez vras !

Bez' ez eus/Bez 'zo

Publié : mar. juin 14, 2005 10:57 am
par Fulup
Bez 'zo n'eo ket ur fazi tamm ebet. Evel-se e vez lavaret en darn vrasañ us Breizh-Izel. N'eus nemet e Leon ma c'haller klevet ez eus. Evit ar yezh skrivet eo un afer live yezh. Amañ war ur forom eo gwelloc'h ober gant ar yezh klasel h askrivañ neuze Bez' ez eus. Ar skrab zo da vezañ lakaet just goude bez' (stumm krennet eus bezañ)
Fulup

Publié : ven. juin 17, 2005 10:28 pm
par Malo-net
Reizhet eo !

Gwelet a reoc'h ar cheñchamantoù pa kasin un droidigezh nevez da Zrouizig, d.l.e. pa vo ar stumm 2.0.16 pe 2.1 gant phpBB !