Page 1 sur 1

CD-ROM graet ganeoc'h...

Publié : mer. nov. 23, 2005 4:23 pm
par Gweladenner-kozh
Demat deoc'h,

O paouez lenn war ho lec'hienn ho peus krouet ur cd-rom gant logisielloù a bep seurt e brezhoneg, ha digoust ouzhpenn. Intereset-tre on blam din bezañ ket evit diskargañ anezho war ma (c'hozh) urzhiataer!...

Penaos e c'helfen kavout anezhañ?
Mersi d'am respont,

A galon,
Eflamm Ar Bihan

Publié : mer. nov. 23, 2005 4:25 pm
par drouizig
Demat Eflamm,

N'eo ket bet krouet c'hoazh ar cd-rom-mañ. Dav e vo gortoz betek ar 15 a viz Kerzu (dre vras). Arc'hantaet (kellidet) eo bet gant ar Rannvro (dre Ofis ar Brezhoneg).

Gortoz a reomp donedigezh OpenOffice.org 2.0.1 ofisiel (~1añ a viz Kerzu) evit kas ar vaketenn da broduiñ. Forzh penaos e vo digoust (pe ~5€ evit ar mizoù kas hepken, evit gwir): taolit ur sell war al lec'hienn ur wech an amzer evit gouzout stad ar raktres-se...

Kenavo,
Philippe