Message
par drouizig » jeu. déc. 01, 2005 1:43 pm
Cedric,
A-du on ganit ez eo deuet va vout gwall vallus ar gudenn gant Kervarker.org...
Maleurüsamant n'anavezan ket kalz a dud o defe amzer da brofañ (hag ar barregezhioù rekis) evit ober war-dro lec'hienn Kervarker... Estregedon zo ha n'em eus ket kalz a amzer da reiñ me kennebeut...
Evit ar mare e kinnigan dit ma vo graet al labour teknikel ganin-me (evit ar mizioù da zont). Gall'rafen ratreañ al lec'hienn bewech ma vo troc'het, sac'het pe "haket" ha lezel a rafen Mark, Gwenael (Emelyanoff) bout merourien an "endalc'h" 'vel o doa graet abaoe mizioù zo.
Ar pezh a zo dav din evit bout gouestl da ratreañ al lec'hienn:
- An titouroù FTP (anv ar servijer pe e chomlec'h IP, anv lugañ, ger tremen).
- Un diell zippet gant holl restroù al lec'hienn.
Anavezout a ran php ha penaos merañ ul lec'hienn war an tu teknikel evel just.
Kas keloù din an abretañ ar gwellañ,
Kenavo,
Philippe
Dernière édition par
drouizig le dim. mars 02, 2008 11:53 pm, édité 3 fois.