Handelv/Stumm/Doare/...

Evit kaozeal diwar-benn troidigezh Mozilla Firefox ha Mozilla Thunderbird e brezhoneg
Répondre
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Handelv/Stumm/Doare/...

Message par drouizig » lun. mai 08, 2006 4:35 pm

A-berzh Fulup J.
Ur ger prederek all spontus a rit gantañ eo "handelv". Den ebet ne raio biken gant-se p'eo digompredus-krenn. N'eus netra brezhonek er ger-se. Ma vije skrivet chplurb e vije memes mod. Pa vez ezhomm gerioù, krouomp anezho ha klaskomp lakaat an dud d'ober ganto. Evit se avat e rankont chom distagadus ha kaout tres warno da vezañ gerioù brezhonek rak an dud ne zegemeront ket forzh petra. Ur pezh labour a vez graet gant tud Preder ha kalz, kalz eus o zermenoù zo talvoudus. A-wechoù avat ez eont dreist ar roudenn ha ret eo gouzout lavaret nann da traoù zo ivez. Pa ne vezomp ket war tachennoù teknikel-rik (stlenneg, jedoniezh, yezh ar skiant...), klaskomp chom an tostañ posupl eus yezh ar pemdez : stumm, doare, mod... n'eo ket ar gerioù a vank evit treiñ "version" memes tra.

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » lun. mai 08, 2006 6:39 pm

Evit lakaat rod ar velin da dreiñ (diviz kozh a zeu eus Kervarker.org)...
Gwenael a skrivas « A belec'h e teu ar ger handelv »

Setu gerioù all am eus kavet e-barzh Geriadur Arnevez Imbourc'h :

HANDE [] f. chasse-poursuite
HANDEIÑ [] v. poursuivre, harceler
HANEZ* [] histoire événementielle
HANEZADUR [] lst: -ioù historique, chronique
HANEZADURIZ [] lst: -ien chroniqueur
HANEZEL [] a. historique
HANEZOUR [] m. -ien chroniqueur, historien
HANEZRANN [] f. épisode historique

*HANES e kembraeg

Ar rakger HAN pe HAND (?) a sinifi « suite/historique » neuze.
Trugarez dit evit da respont. "Han" a c'hellfe neuze dont eus "hanez" (o tont eus ar c'hembraeg hanes, istor). Ha ma vefe "delv" ar memes ger hag e "delwenn", glg. image, statue?
Handelv = Image historique??

Giulia
Messages : 66
Inscription : sam. août 20, 2005 3:26 pm
Localisation : Aubervilliers, 'kichen Pariz
Contact :

Message par Giulia » lun. mai 08, 2006 9:55 pm

:lol: Me 'oa just a-walc'h o klask penaos lavaret "version". Anat eo n'on ket laouen gant ar gerioù "stumm", pe "doare", rak kalz re amspis, kalz re implijet er vuhez pemdez. Hag anat ivez n'on ket laouen gant handelv, rak ne son ket mat, re luziet evit ar pezh eo version. Ouzhpenn-se ne ouezfen ket penaos distagañ anezhañ.
Hag unan bennak a rafe gant un trede ger? Spis ha simpl? goulenn a ran un dra dibosubl? A, mat... :D

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » mar. mai 09, 2006 7:52 am

Me 'gav "aozerezh" pe "saverezh" mat a-walc'h evit treiñ "version".
Gwir eo ez eo implijet ar gerioù-se endeo evit lâret "Composition, Construction,..." met klotañ a ra mat memes tra...

Philippe

Giulia
Messages : 66
Inscription : sam. août 20, 2005 3:26 pm
Localisation : Aubervilliers, 'kichen Pariz
Contact :

Message par Giulia » mar. mai 09, 2006 12:58 pm

Trugarez dit Philippe, gwir eo n'eo ket fall... Kinnig a rin ar ger "saverezh" evit Ubuntu.

Avatar de l’utilisateur
Alan Monfort
Messages : 63
Inscription : lun. mars 06, 2006 2:00 pm

Message par Alan Monfort » lun. mai 22, 2006 2:18 pm

VERSION : est un emprunt (1270) au latin médiéval versio -onis, dérivé de versum, supin du latin classique vertere «tourner», «faire tourner» et «traduire».
Le mot apparaît avec le sens général disparu de «retournement».

Repris à la fin du XVI° siècle s., il désigne à l'époque classique l'action de traduire d'une langue dans une autre et la traduction ainsi obtenue (1596), spécialement en parlant d'une ancienne traduction de la Bible (1680).

Par extension, le mot s'emploie (Mme de Sévigné, 1674) pour la manière d'interpréter, de rapporter un fait.

Version se dit ensuite (avant 1699, Racine) de l'exercice scolaire qui consiste à traduire dans sa langue maternelle un texte d'une autre langue, d'abord une langue classique, latin ou grec ; le mot s'opposant alors à thème.

D'après le premier sens, version désigne en médecine (1824) le changement de position que l'on imprime au foetus pour faciliter l'accouchement.

Par extension de l'idée de traduction ou d'interprétation , version se dit ensuite (1872) de chacun des états d'un texte qui a subit des modifications ; de là vient l'emploi au cinéma (vers 1935) pour la rédaction des dialogues d'un film, dans version originale, abrégé en V.O., et version doublée, post-synchronisée, qui s'yopposent.
Dictionnaire Histrique de la Langue Française, p. 2238.

Handelv a glot kaer gant « états d'un texte qui a subit des modifications » mard eo bet lennet mat an displegadenn kavet war ar forom-mañ.
N'eo ket brezhoneg, yezh, delwenn, geriadur kennebeut.


AOZEREZH

Aozañ :
- arranger, préparer
- préparer, apprêter (de la nourriture)
- réparer
- remettre (un membre)
- arranger, mettre en piteux état

AOZEREZH : g. fabrication, façon

Ar stirann -erezh zo evit ar gerioù goubarel (1), gourel (cf. geriadur Roparz Hemon). Un handelv n'eo ket dre ret un dra goubarel !



goubarel aa. : abstrait
louerel aa. : concret
Alan

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » lun. mai 22, 2006 3:14 pm

Demat dit Alan,

Ya, gwir eo an dra-se...

- aozerezh a vez implijet evit "la fabrication" dre vras, an Arz, ar Pleustr...
- aozadenn evit "l'action de fabriquer" (aozadenn ur c'henderc'had).
- aozadur = disoc'h an aozañ.
- aozidigezh = "l'action de fabriquer qui en est cours de réalisation".

Dav e vefe implijout "aozadur" kentoc'h...

Philippe
PS: Gwiriet em eus er C'hatolikoñ (embannadur Jehan Calvez, 1499) ha « yez » a zo e-barzh...
Dernière édition par drouizig le mar. mai 23, 2006 12:38 pm, édité 2 fois.

Giulia
Messages : 66
Inscription : sam. août 20, 2005 3:26 pm
Localisation : Aubervilliers, 'kichen Pariz
Contact :

Message par Giulia » lun. mai 22, 2006 3:45 pm

Mat. Reizhañ a rin ;)

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » lun. mai 29, 2006 8:54 am

Mod all e c'heller ober gant "stad" a-wechoù ivez.

Philippe

Malo-net
Messages : 27
Inscription : dim. déc. 19, 2004 10:58 pm
Localisation : Roazhon/St-Brieg
Contact :

Message par Malo-net » ven. juin 09, 2006 9:55 pm

Me soñje din e raec'h gant ar ger "arreval"... ne rit ket ? Talvezout a ra un dra bennak all neuze ? Hennezh a zo bet implijet ganin em zroidigezhioù, evit klask lakaat tpd memes gerioù ha re Drouizig.

Stumm a blij din e mod all : resis a-walc'h pa vez an niver e-kichen, aes da gompren diouzhtu, anavezet gant an holl,...

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » sam. juin 10, 2006 3:07 am

Guilia an hini eo :-) a rae gant ar ger-se. E galleg e sinifi "mouture", da lâret eo disoc'h un tamm danvez kaset da vallañ, ha dre astenn, disoc'h un argerz bennak. Alan M. a ra gant ar ger « malladur » ivez.

N'on ket sur-tre ha bez e c'heller implijout anezhañ e brezhoneg en e ster dre astenn... ur gallegadur eo, ne gav ket dit ?

Giulia
Messages : 66
Inscription : sam. août 20, 2005 3:26 pm
Localisation : Aubervilliers, 'kichen Pariz
Contact :

Message par Giulia » sam. juin 10, 2006 10:36 pm

Arreval am boa kavet en ur geriadur bennak, hini preder sur a-walc'h (da vare an droidigezh m'oa graet eus taolennadur OOo neket?). Implijet m'eus ar ger-se ur wech hepken a gav din :D
Ober a ran gant aozadur bremañ... met n'ouzon ket re petra eo gwelloc'h, stumm pe aozadur. Sklaer eo stumm pa 'z eus an niver da heul, met pa n'eus ket... n'eo ket gwall sklaer ken.

F. Travers
Messages : 2
Inscription : jeu. mai 11, 2006 3:02 pm

Handelv

Message par F. Travers » mer. juin 14, 2006 8:01 am

Start e kavan an termen handelv ivez. Savet mat eo marteze a-fed yezh met ar gudenn eo an implij. Ne gredan ket e vefe ur bern tud a rafe gantañ war ar pemdez. Ne gomprenan ket ar pezh a vir ouzhimp d'ober gant stumm da skouer. Gwir eo e vez implijet stumm war ar pemdez met ne gav ket din e vefe kudennek. Sellomp ouzh un nebeud yezhoù all : version e saozneg, fersiwn e kembraeg, versión e spagnoleg, Version en alamaneg, leagan en iwerzhoneg… Heñvel eo. An hevelep termen a vez implijet evit meur a dachenn disheñvel. Ne ginnigan ket ober gant version met stumm d'am soñj a zegouezh mat. War un dachenn all o doa, un dek vloaz zo bennak, bodadoù termenadurezh TermBret degemeret doare orin pe doare brezhonek evit ar c'hleweled.

Répondre

Qui est en ligne ?

Utilisateurs parcourant ce forum : Aucun utilisateur inscrit et 1 invité