Page 1 sur 1

"Skrivet *en doa Marjanig"?

Publié : jeu. mai 11, 2006 8:52 pm
par Gwenael
Perak n'eo ket bet skrivet "skrivet en/he doa" e penn-kentañ ar respont d'ur postel evel m'eo bet graet er gemennadenn a zeu war wel evit lavaret deomp pet postel hon eus resevet?

Publié : jeu. mai 11, 2006 10:38 pm
par Giulia
Un disoñjadenn moarvat ;)
Evidon me e kavan gwelloc'h ober gant "Marijanig a skrivas". Skañvoc'h eo d'am mennozh, petra eo ho soñj?

Publié : ven. mai 12, 2006 6:47 am
par drouizig
Ya, setu ar goulenn...

Toto a skrivas... pe Skrivet he/en doa Toto ???

Petra 'gav deoc'h ?

Publié : ven. mai 12, 2006 5:23 pm
par Giulia
Gwelloc'h e din ar stumm kentañ, rak siwazh eo re bounner ober gant he/en doa, a gavan.

Publié : ven. mai 12, 2006 8:01 pm
par Gwenael
Ha perak ne vefe ket dibabet:
"Skrivet eo bet gant..."
Reizh eo, komprenus gant an holl ha n'eus kudenn ebet e-keñver gour.

Publié : sam. mai 13, 2006 1:33 pm
par Giulia
Ya gwir eo, aesoc'h eo. Tu 'zo ober berroc'h zoken: Skrivet gant Toto, ha mat pell 'zo. Ne gomprenan ket perak n'on eus ket bet ar soñj se abretoc'h!! Re dost e felle deomp chom eus an droidigezh moarvat.