Firefox e brezhoneg war lec'hienn Mozilla.org ?

Evit kaozeal diwar-benn troidigezh Mozilla Firefox ha Mozilla Thunderbird e brezhoneg
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Firefox e brezhoneg war lec'hienn Mozilla.org ?

Message par drouizig »

A-berzh Guilia,
Tiens n'eo ket fall ivinell! ober a rin gant ar ger-se a-benn bremañ.
Modal, en ur loc'hañ firefox hiriv war ma Ubuntu muiañ karet, ez on bet souezhet o welout ne oa ket e brezhoneg!!! Aet on neuze d'ober un tamm tro war bajenn an troidigezhioù hag am eus merzhet, souezhet un tamm ac'hanon, ne oa ket ar bezhoneg e roll ar yezhoù hegerz ??

Petra eo an afer-se ? :?

Disoñjet ez eus bet ganeoc'h kinnig an droidigezh da Mozilla? Mat 'vefe d'hen ober, pe ne c'hellimp ket, ni implijerien Linux, kaout anezhañ e brezhoneg war-eeun, nemet e trofemp anezhañ en-dro. Rak pa vez dibabet ur yezh gant un implijer, e vez staliet war-eeun an holl bakadoù oifisiel evit ar yezh-se.

Trugarez deoc'h da gas an droidigezh da Mozilla! :)

Ha d'an nebeutañ em bo Firefox e brezhoneg pa zeuio 'maez aozerezh echu an Dapper e miz Even.
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig »

Guilia,

Goulennet hon eus diganto meur a wech... met enrollet eo dija Ao. Christian Tanguy evel troer ofisiel Mozilla... Da me soñj eo bet kaset en-dro dezhañ hor posteloù met ne fiñvo ket ar paotr e viz-bihan, nag e votoù-koad, a-benn kas an traoù war-raok... abegoù personel 'zo sur a-walc'h m'eus aon...

N'eus nemet sell ouzh istor Wikipedia e brezhoneg evit kompren... pe goulenn digant Gwenael ha gouzout a ri hiroc'h diwar-benn ar maskarââd-se...

A-galon,
Philippe
Giulia
Messages : 66
Inscription : sam. août 20, 2005 3:26 pm
Localisation : Aubervilliers, 'kichen Pariz
Contact :

Message par Giulia »

Arf! Pebezh istor droch! Dipitus e kavan e taolfe pled lod eus an dud muioc'h eus o diemglevioù personel eget eus mad an holl! Hag ur postel a vefe gant Christian Tanguy? N'eo ket ur gudenn evidon mont d'e hegasiñ betek ma raio ar pezh a zo dleet... Modal, n'eus ken displegañ ar gudenn da skipailh Mozilla, ha lakaat ac'hanoc'h da droourien ofisiel.
Forzh penaos, e komzomp amañ eus meziantoù frank, ha mat e vefe d'an holl kompren ne c'hell ket un den en em lakaat da "berc'henn" war un droidigezh. Ma vez tud all o deus c'hoant kemer perzh, eo ret ober ganto, ha setu tout, rak se n'hi eo spered ar meziantoù frank, labourat holl asamblez a-benn sevel ur produ a-feson.
Ha pa soñjan, mat 'vefe ivez klask en em strollañ un tammig muioc'h evit an droidigezhioù, rak evit poent emaomp ni "Linukserien" eus hor zu, ha c'hwi tud KAD eus ho hini. Mat vefe sevel marteze ur lizher-skignañ a-benn tabutal holl asamblez hag en em glevout, pa 'z eus tu, war an termennoù da implijout. Da skouer, em eus gwelet amañ e raec'h gant ivinell, domaj eo ne oufemp ket peseurt gerioù 'vez implijet gant ar re all. Petra eo da soñj "Drouizig"? Me gav din e vefe frouezusoc'h strollañ ar strivoù.

Kemm: Aet on d'ober un tamm tro war bajenn ar strolladoù treiñ, ha n'eus hini ebet evit ar brezhoneg. Neuze n'eus ken krouiñ unan, ha mat pell 'zo.
Giulia
Messages : 66
Inscription : sam. août 20, 2005 3:26 pm
Localisation : Aubervilliers, 'kichen Pariz
Contact :

Message par Giulia »

Bon, koumanantet on da lizher-skignañ troourien Mozilla. Kaset m'eus ur bug war Bugzilla evit ma vo krouet ur skipailh troourien evit ar bezhoneg, ha goulennet kaout un aotre CVS. Pa vo graet an dra-se, n'em bo ken kas dezho ar restr .po eus Firefox ha Thunderbird evit ma vint hegerz war o lec'hienn. Reiñ a rin keloù er gaoz-mañ pa vo echu ;)
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig »

Trug', koumanantet on ivez da listenn skignañ Mozilla ha lennet em eus ar gemennadennoù a-zivout "Breton team...".

A-du 'maon ivez a-walc'h gant da evezhiadennoù t'oa postet a-raok. Ma fell deomp kas an traoù da benn ez eo a-bouez a-walc'h lakaat unan bennak e penn ar raktresoù, setu ma soñj ivez... ha gant n'eus forzh raktres eo memestra...

Gwir eo ez eo digor ar raktresoù « troidigezh »-se met a-bouez eo o ren evel raktresoù kenwerzhel gwirion memestra : da lâret eo, heuliañ an traoù bep sizhun da nebeutañ, respont d'ar posteloù, kemer kont eus an evezhiadennoù graet gant an arveridaded, ha kement all. Gant ma vo oberiant ha digor spered ar genlabourerien e vo moaien mont war-raok... a-wechoù ez eus choajoù d'ober, n'eo ket aes bepred, gwir eo...

Philippe
Giulia
Messages : 66
Inscription : sam. août 20, 2005 3:26 pm
Localisation : Aubervilliers, 'kichen Pariz
Contact :

Message par Giulia »

Hum, n'on ket gwall a-du eo ret kaout "unan e penn". Un tamm anarkourez on war ar bordoù :D
D'am soñj eo a-bouez kaout tud evit urzhiañ al labour evel-just, met a-bouez eo ivez lakaat da genlabourat an holl dud hag a zo prest d'hen ober, ha kelaouiñ deus ar pezh 'vez graet. Pezh 'vez graet dre vras war ar forom-mañ hag hini ubuntu-bzh n'eus forzh penaos.
Evel-just ne vo ket tu d'en em glevet evit pep tra, ha d'am soñj n'eo ket ur si dre ret, met ur perzh mat kentoc'h e c'hellfe pep troour derc'hel e frankiz a-fed ar gerioù da zibab. Met a-bouez eo ivez klask en em glevout war an troiennoù pennañ (titloù meuziadoù dreist-holl), evit ma n'o do ket an arveridi/arveriz (kavout 'ran iskis ul liester e "ed" evit ur ger oc'h echuiñ gant "ad", n'ouzon netra deus ar reolennoù, met seniñ 'ra drol din) da zeskiñ kant mil troienn bewech ma reont gant ur meziant nevez. Daoust ma kavan gwelloc'h ober gant gerioù simpl an aliesañ posubl, ez on a-du tabutal war an dra-se, ha cheñch ma soñj war traoù 'zo... Ar pep pouezusañ evidon eo eskemm hor soñjoù, displegañ perak e kavomp gwelloc'h ger-mañ-ger, hag a benn ar fin, kavout un emglev, ober dibaboù a-stroll. Evit gerioù 'zo e vimp e diemglev penn da benn, d'ar mare-se e raio pep hini gant ar pezh a fell dezhañ, met sur on e vo moaien d'en em glevet war an darn vrasañ eus an troiennoù.

P'am bo ar c'hont CVS e krouin al lizher-skignañ, hag aesoc'h e vo d'ar mare-se.
Répondre