Askouezhioù Evn-kurun

Evit kaozeal diwar-benn troidigezh Mozilla Firefox ha Mozilla Thunderbird e brezhoneg
Drouizonff
Messages : 1
Inscription : dim. juin 26, 2005 10:01 pm

Askouezhioù Evn-kurun

Message par Drouizonff » ven. avr. 27, 2007 10:54 pm

Klask a ran mont gant ar meziantoù digor.
Louarn-tan hag OfisDigor a ran gante c'hoazh baoe un toullad mizioù.
Mat-kaer 'h a an traoù gant Louarn-tan.
Kombad 'mez 'vat gant OfisDigor : gant ar sevel taolennoù gant Skrivañ. Neuze impli'an Word.
Ma, feiz ! Aet on pellik diouzh ma c'hazeg.

An azkouezhioù (peotramant enlugelladoù dindan Louarn-tan) :

- Gallet 'm eus staliañ Luc'hed (Lightning : an deiziataer) : en saozneg hag en galleg emañ (evel lod deus tammoù Evn-kurun !). Kontant vehen da lakaat anezhañ en brezhoneg m'ho pe c'hoant ha ma ouvehen pelec'h kât ar restroù yezh.

- N'hallan ket staliañ MinimizeToTray 0.0.1.200610615+ : roet vez da c'hoût din n'eo ket keverlec'h gant Evn-kurun 2.0.0.0, n'eo kap da labourat 'met gant Evn-kurun stummoù 1.0+ da 2.0a1. Ha moaien vehe d'ober un dra bennak. Akomot bras eo MinimizeToTray !

Répondre

Qui est en ligne ?

Utilisateurs parcourant ce forum : Aucun utilisateur inscrit et 2 invités