Thunderbird stumm 1.0

Evit kaozeal diwar-benn troidigezh Mozilla Firefox ha Mozilla Thunderbird e brezhoneg
Avatar de l’utilisateur
Gwenael
Messages : 20
Inscription : mer. déc. 08, 2004 6:36 pm

Thunderbird stumm 1.0

Message par Gwenael » jeu. déc. 09, 2004 1:43 pm

Devezh mat deoc'h-holl,
Dec'h 'm boa pellgarget binviji Mozilla en o stumm nevezañ. Da lavaret eo ar stumm 1.0. Thunderbird e galleg pa n'eus ket c'hoazh eus ar stumm brezhoneg ha Firefox e brezhoneg. Em soñjal a rin ha dibab a rin etre AvantBrowser (troet e brezhoneg ganin ma-unan hag evidon ma-unan betekhen) ha Firefox evit bezañ ma merdeer dre ziouer.
Evit Thunderbird e fell din goulenn daou dra:
- hag-eñ e vo troet ar stumm 1.0?
-Ha n'eo ket digalonekaüs gwelet stummoù nevez ken alies hep bezañ gouest da vont ken buan evit o zreiñ e brezhoneg?

Gourc'hemennoù da Philippe an Drouizig n'eus forzh penaos :) !
A wir galon,
Gwenael

Invité

Message par Invité » jeu. déc. 09, 2004 5:59 pm

Demat dit Gwenael,

Ma t'eus c'hoant e c'hallfen sevel ur bajenn war al lec'hienn-mañ evit prientiñ AvantBrowser ha da droidigezh, e-giz em boa graet evit Opera 5.02, da skouer ? Mar dibabez da droidigezh a-benn ar fin e c'helli skrivañ da evezhiadennoù e-keñver hini Firefox war ar forom-mañ memestra :)

Prest eo stumm brezhonek Thunderbird 1.0 da vezañ pellgarget war al lec'hienn-mañ. Met chom a ra labour a-walc'h evit peurechuiñ troidigezh ar bostelerezh. Chom a ra traoù da dreiñ er boestoù Perzhioù/Dibaboù dreist holl, hag ivez gant ar c'hemennadoù en diabarzh (fazioù, evezhiadennoù, kadarnañ, ...). Dit da welet neuze mar c'hellez implijout anezhañ evit ho postelerezh dre-ziouer. Gwelloc'h eo an traoù gant Firefox mod pe vod.

N'eo ket ken diaes da nevesaat hor stummoù brezhonek gant ma vo graet al labour troidigezh en ur heuliañ strizh ar stummoù bihan nevez o tont er-maez. Ret eo diwall memestra peogwir mar gortozer re evit treiñ ur stumm bihan nevez e vo diaesoc'h-diaesañ nevesaat ar stumm braz o tont war-lerc'h. N'eus ket kalz a labour d'ober etre daou stumm bihan, kement a 100 frazenn pe ger nevez zo da dreiñ d'ar vrasañ, setu perak n'eo ket bet dikalonekaüs betek-henn...

Kenavo,
Philippe

Avatar de l’utilisateur
Gwenael
Messages : 20
Inscription : mer. déc. 08, 2004 6:36 pm

Message par Gwenael » sam. déc. 11, 2004 10:14 pm

Trugarez dit Philippe met moarvat e rin an droidigezh * ma-unan ha pa savo ur gudenn bennak ez implijin ar forom-mañ pe / ha Kervarker evit goulenn sikour. Sevel ur skipailh treiñ a c'hellfe lakaat an traoù da badout betek re, da'm soñj "Sikour" pe "skoazell", "diellad" pe "restr", "diskouez" pe 'diskwel", "binviji" pe "ostilhoù"... Gallout a reer tabutal mizioù pad war seurt krefen. :!:
*troidigezh ar stumm nevesañ
A wir galon,
Gwenael

Invité

Message par Invité » lun. déc. 13, 2004 9:20 am

Gwenael,

N'em boa ket c'hoant da sevel ur skipailh, nemet ober bruderezh war dro da labour :)

Kalon vat dit,
Philippe

Avatar de l’utilisateur
Gwenael
Messages : 20
Inscription : mer. déc. 08, 2004 6:36 pm

Message par Gwenael » lun. déc. 13, 2004 2:32 pm

Salud dit Philippe -ha d'ar re all ivez-,

Ma fell dit menegiñ ma raktres (treiñ AvantBrowser e brezhoneg) e c'hellez ober, evel just.
Marteze n'on ket bet komprenet mat: AB am boa troet e brezhoneg met ne oa ket bet skignet ma labour evit ma c'hellfe an holl pellgargañ ar stumm brezhoneg. Aet oa war-raok AB abaoe ma zroidigezh ha lakaet 'm eus em spered treiñ ar stumm diwezhañ. Ul labour ha n'eo ket divent e gwirionez met traoù all am eus d'ober hag emichañs e vo disoc'h da vare Kalanna met pas a-raok.
A wir galon,
Gwenael

Répondre

Qui est en ligne ?

Utilisateurs parcourant ce forum : Aucun utilisateur inscrit et 2 invités