Mozilla Firefox ha Thunderbird en div yezh (galleg ha brezho

Evit kaozeal diwar-benn troidigezh Mozilla Firefox ha Mozilla Thunderbird e brezhoneg
Tanguy Solliec

Mozilla Firefox ha Thunderbird en div yezh (galleg ha brezho

Message par Tanguy Solliec » lun. déc. 20, 2004 9:37 am

Emaon o klask goût hag un tu bennak zo evit implij Mozilla Firefox ha Thunderbird en div yezh (galleg ha brezhoneg) dindan Windows 98 kuit d'ober gant 2 verdeer ha postelerezh.

Ha gallout a rit sikour ac'hanon,
Gant ma gwellan gourc'hemennoù,
Tangi Solliec

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » lun. déc. 20, 2004 9:40 am

Demat Tangi,

Gallout a reer ober an dra-se digudenn.
- Staliit FireFox ha ThunderBird e galleg da gentañ. Staliet e vo dre-ziouer e-barzh c:\Program Files\Mozilla Firefox ha c:\Program Files\Mozilla Thunderbird.
- Goude-se pellgargit ar stummoù brezhoneg ha diwaskit anezhe e-barzh c:\Program Files\firefox ha c:\Program Files\thunderbird, da skouer.
- Gallout a rit krouiñ liammoù war ar burev war-lerc'h (liammoù a zo o
bukennoù c:\Program Files\firefox\firefox.exe ha c:\Program Files\thunderbird\thunderbird.exe). Pevar liamm a vo war ho purev Windows a-benn ar fin :) Setu.

Chañs vat deoc'h gant Diwan Pariz :)

Philippe

Répondre

Qui est en ligne ?

Utilisateurs parcourant ce forum : Aucun utilisateur inscrit et 1 invité