Page 1 sur 1

Gwereadur pe skeudenn ar skramm dasfaoutet dindan MOVE

Publié : dim. janv. 15, 2006 12:19 pm
par Pascal Trichet
Bonjour ha Bloavezh mat!

Agentaoù m'eus sternet Move Mandrake Linux 10.0.
Siwazh n'hellan ket n'em vataat eus ar reizhiad-mañ.

Dindan Move gwereadur ar skramm (pe skeudenn war an hewel) a vez dasfaoutet e daou farzh (an traoñ d'an nec'h hag al laez d'an traoñ). Petra ober evit kompezañ ar gudenn-se ?

En gortoz d'ho respont, gant va gwellañ gourc'hemennoù evit 2006.

Pascal Trichet

Publié : dim. janv. 15, 2006 2:02 pm
par drouizig
Demat Pascal,

Evidon-me n'eo ket sklaer ho kemennadenn penn-da-benn : war-lerc'h staliañ Mandrake/Linux e chom kuzhet lodennoù eus ho skramm ?

Marteze e tremeno unan bennak war ar forom-mañ a vo gouest d'ho skoazellañ... neoazh n'omp ket arbennigourien war Linux ha setu perak ez alian ac'hanoc'h da vont e darempred gant implijourien Linux war ur forom arbennikaet all.

Kenavo,
Philippe

Publié : dim. janv. 15, 2006 2:39 pm
par Pascal Trichet
Trugarez Philippe evit da ali poellek a-zivout va gudenn! Me a yelo war foromoù arbennik evit kavout ar respont. Dre zevoud, evit displegañ er gwellañ va gudenn: war-lerc'h staliañ ar reizhiad korvoiñ "Move"gant Linux ar vurev war ar skramm zo rannet e daou ha war an tu gin! (hag idem war-lerc'h klikañ war ur prenetr (ar bajenn a vez troc'het e daoù hogen lakaet en tu gin).

Mersi memestra evit da prim respont!

Kenavo

Pascal