Page 1 sur 1

Troidigezh « Opera 8.51 »

Publié : mer. févr. 15, 2006 6:39 pm
par Giulia
Salud...
Gwelet m'eus e oa Opera e brezhoneg. Penaos lakaat an hini nevesan (Opera 8.51) da vezan en brezhoneg? Hag en eo ar memes restr evit Linux? (dindan Linux 'maon).

Publié : mer. févr. 15, 2006 6:52 pm
par drouizig
Demat Giulia,

Ya da me soñj eo ar memes restr dindan Linux ha Windows. N'eo ket diaes labourat war an droidigezh-se, pep tra zo e-barzh ur restr hepken.

Graet e oa bet al labour treiñ gant an Ofis evit ar stumm 5.0.2. Siwazh n'eo ket bet heuliet al labour evit ar stummoù nevez...

Sellet em boa ouzh al labour a oa dav ober evit klokaat an droidigezh ha tro dro 2000 tamm frazennoù am boa gwelet. Prest out da labourat war ar meziant-se ?

Philippe

Publié : jeu. févr. 16, 2006 9:23 pm
par Giulia
Ya ma kavan amzer a-walc'h... peogwir e implijan Opera.

Publié : ven. avr. 14, 2006 6:26 pm
par Giulia
Salud!
Ha posubl e vefe deoc'h kas din ar restr e brezhoneg? Ne gavan ket anezhañ war lec'hienn opera. Trugarez bras!