Page 1 sur 1

Troidigezh « Gaim »

Publié : jeu. mars 23, 2006 6:55 pm
par jeremy
Salud dit phillipe,

laret a rae en doa c'hoant da dreiñ meziantoù frank diraezus kenkoulz war Windows ha war Linux : petra 'sonjez da dreiñ Gaim ?

Ur poellad flapiñ eo Gaim, gallout a ra ober gant meur a rouedad evel Jabber, msn, icq, yahoo hag all.

Ur bajenn ez eus war Rosetta (ar getal web evit treiñ Ubuntu) evit treiñ Gaim met e c'haller pellgargañ ar restr po ha kas anezhañ da skipailh Gaim evit Windows evel-just.

http://gaim.sourceforge.net
https://launchpad.net/distros/ubuntu/da ... +translate

Ken vi lennet !

Publié : ven. mars 24, 2006 8:46 am
par drouizig
Demat Jeremy,

A-du on ganit penn-da-benn. Mankout a ra hiziv meziantoù a seurt-se e brezhoneg. Daou viz 'zo em boa taolet ur sell ouzh ar pezh 'vez kinniget e bed ar meziantoù digor ha diuzet em boa treiñ « Exodus ». Met e c'hellomp kregiñ gant Gaim memestra. 2500 troienn bennak zo da dreiñ. Klask a ran ober al labour-se a-benn ur mizvezh.

Kas a rin keloù dit,

Philippe

Publié : mar. mars 28, 2006 1:24 pm
par jeremy
A-du !

Trugarez dit evit da skoazell.

Publié : mar. mai 09, 2006 1:08 pm
par Giulia
Bon, c'hoant m'oa kelaouiñ an dud ez eus bet krouet ur forom evit labourat war droidigezh Ubuntu, setu ma fell da lod dont da deurel ur sell ha/pe sikour, digemeret mat e voc'h war http://stationlinux.org/ubuntu-bzh/forom