Page 1 sur 1

Troidigezh « Abiword »

Publié : sam. mai 13, 2006 4:09 pm
par Giulia
Salud deoc'h!
Evel ma ouezit, evit treiñ Ubuntu e implijomp ur benveg anvet Rosetta, hag a ra gant restroù .po. Ouzhpennet ez eus bet un toullad restroù da dreiñ war bajenn an troidigezhioù e brezhoneg, en o zouez Abiword. Iskisat tra, diskouez a ra ar restr n'eus bet troet tamm hedad ebet ennañ. Neuze, em eus soñjet dont amañ evit tapout ar restr .po, ha kas anezhañ war rosetta. Met n'eo ket ur restr .po an hini eo a c'heller pellgargañ war bajenn Abiword KAD, met unan ".strings".
Da c'houde on bet war lec'hienn Abiword, evit tapout ar restr .po. Met n'eo ket bet kaset ar restr dezho war a seblant. Marteze peogwir int tremenet d'an aozerezh 2.4 hag ho peus troet un aozerezh kent?
Me 'garfe kaout ar restr .po evit gellout ouzhpennañ anezhañ e-barzh Rosetta, pe goût penaos treiñ ur restr .strings davet ur restr .po.
Trugarez!

Publié : dim. mai 14, 2006 8:21 am
par drouizig
Demat dit Guilia,
Labouret hon oa war ar restr .strings war-eeun... aesoc'h e oa evit bezañ gouestl da welet an disoc'h war un dro... gwir eo e vefe mat adsevel ar restr(où ?) .po bremañ... padal n'ouzon ket ha bez' e c'heller hen ober dre implij un ostilh bennak ?
Philippe

Publié : dim. mai 14, 2006 2:32 pm
par Giulia
Mat!
Klask a rin hag eñ eo posubl ober an dra-se. Ma n'eus ket tu, m'eus aon e vo ret deomp leuniañ ar restr .po en ur gopiañ/pegañ :(
Modal, evit kudenn Firefox, em eus postet ur bug war Bugzilla evit krouiñ ur skipailh treiñ e brezhoneg, gortoz a ran e vo krouet, hag e kasin dezho ar restr .po da c'houde.

Publié : dim. mai 14, 2006 3:17 pm
par Giulia
Bon, aet on war sal-flapiñ irc Abiword, posubl eo treiñ ur restr .strings davet unan .po, met n'eo ket dreist ober an dra-se. Ret eo deoc'h goût eo arabat treiñ war-eeun adalek ar restr .strings. Leun a gudennoù a sav da c'houde evit ar re a ra gant LInux da skouer, hag ouzphenn-se, ma fell d'unan kaout ar restr .po, n'eo ket hegerz peogwir n'ho peus ket savet anezhañ. Gwelloc'h, kalz gwelloc'h e vefe, adalek bremañ, ma labourefec'h war ar restr .po kentoc'h, evit aesaat ar c'henlabour evit an holl. Trugarez ;)
Giulia

Evit ar wech-mañ e vo troet ar restr .strings ganin davet ur restr .po, met evel-just e vefe skuizhus-tre hen ober bewech...

Kemm (19.09):Setu ar restr .po: http://www.abisource.com/dev/strings/br-FR.po
Marplij, adalek bremañ, grit gant ar rest-mañ evit treiñ, ne oa ket gwall laouen ar brogrammerien bezañ rediet da dreiñ ar restr .strings davet an hini .po ;) hag aesoc'h 'vo 'vit an holl.

Publié : lun. mai 15, 2006 8:45 am
par drouizig
Fiskal !

War ar seblant e vank 99 troienn hepken. Graet e oa bet ganin an droidigezh-se hag adlennet e oa bet war-lerc'h gant Fulup J. (en doa graet ul labour dreist).

Da me soñj eo ur skouer mat a-walc'h e-keñver ar c'heriaoueg a zo komprenus evit pep unan...

Philippe

Publié : lun. mai 15, 2006 5:34 pm
par Giulia
Ya plijus e kavan troidigezh abiword, implij a ran anezhañ muioc'h eget OOo (skañvoc'h eo evit ma faour-kaezh urzhiataer ;) ).

Publié : lun. mai 15, 2006 5:55 pm
par drouizig
Klokaet em eus an droidigezh hiziv (ar restr .po gant poEdit), kaset eo bet da listenn skignañ diorren AbiWord...
Philippe

Publié : lun. mai 15, 2006 10:23 pm
par Giulia
Ok, dreist :)

AbiWord

Publié : sam. sept. 16, 2006 7:26 pm
par Gwenael
Gwenn ho ped!
Emaon o paouez staliañ AbiWord war ma mekanik. Un nebeud goulennoù am befe da ober:
-Ha kerkoulz eo ha MSWord?
-Ha troet eo bet pep tra e brezhoneg?
-Hag-eñ ez eus ur geriadur brezhonek stag outañ a-benn reizhañ ho skridoù?
-Ha gwelloc'h eo eget OpenOffice?
Trugarez.

Publié : mer. oct. 11, 2006 5:41 pm
par Giulia
Evit respont d'az koulennou, Abiword n'eo ket un heuliad testennel ken klok ha MSWord pe Open office. Graet eo evit bezan implijet war urzhiataereziou n'o deus ket kalz a vemor prim. Me blij din Abiword peogwir eo skanv, met ma t'eus ezhomm ober traou resis a-walc'h eo gwelloc'h dit ober gant OpenOffice. Setu ma sonj.
Modal, n'eus geriadur brezhoneg ebet evit Abiword hervez ar pezh a ouezan, ha pep tra zo bet troet e brezhoneg pe dost.