Page 1 sur 1

Troidigezh « DotClear »

Publié : ven. mai 26, 2006 2:05 pm
par drouizig
A-berzh Guilia:
Salud!

Echu m'eus da dreiñ Dotclear (ur meziant evit sevel ur blog), ma fell dit teurel ur sell, ha lâret hag eñ ez eus fazioù. Bez e c'hellez kinnig anezhañ da bellgargañ war KAD ma fell dit. Pe en ur lakaat anezhañ war da ftp, pe gant al liamm-mañ: http://stationlinux.org/ubuntu-bzh/pell ... 2.4-br.zip (bez ez eus unan all gant ar furmad tar.gz).

Giulia

Publié : ven. mai 26, 2006 2:07 pm
par drouizig
Demat Guilia,

Setu ma evezhiadennoùigoù,

oab = kadarnaet pe kinniget gant ofis ar brezhoneg.

install.lang

Digermer / Degemer
da heul / da-heul (oab)
gwispid / toupin (oab)
Votre configuration n'est pas suffisante. Contactez votre hébergeur pour résoudre ce problème. / ket troet
... Vous souhaitez sans doute le mettre à jour. / ket troet
Ouzpennañ / Ouzhpennañ
Ez-linenn / Ezlinenn (oab)
En-linenn / Enlinenn (oab)

main.lang

da heul / da-heul (oab)
Pas de miniature / ket troet
Essayer de faire la miniature /ket troet
Forte emphase / ket troet
Emphase / ket troet
skeudenn ziavaez / skeudenn diavaez (gra 'vel t'eus c'hoant, oab ha ni hon eus dibabet chom hep ober ar c'hemmadur)

Ha gourc'hemennoù evit da labour, ra vo kendalc'het !

a+,
Philippe

Publié : ven. mai 26, 2006 3:25 pm
par Giulia
Reizhañ a rin an traouigoù a zo da reizhañ.
Ur goulennig: perak chom hep ober ar c'hemmadur evit "skeudenn ziavaez"?
Ha modal, an traoù n'int ket troet eo peogwir n'ouzon ket penaos lâret.
-miniature: skeudennig?
-emphase: mennozh ebet
-hébergeur: annezer m'oa soñjet, met moarvat ez eus un dra gwelloc'h
hag ar frazenn ziwezhañ 'zo bet disoñjet :D

Trugarez da vezañ roet ho ali ken buan!!

Publié : ven. mai 26, 2006 4:27 pm
par drouizig
perak chom hep ober ar c'hemmadur evit "skeudenn ziavaez"?
Graet 'vez anezhañ dre gomz e Bro-Leon hepken. Goût 'ran mat eo bet levezonet kalz ar yezh skrivet gant al leoneg, met an darn vrasañ eus ar skrivagnerion ne reont ket gantañ. Met dit da zibab 'benn ar fin... an Dregeriz a blij dezho chom hep kemmañ an d (ne deuan ket... hag all), da bep hini da zifenn e rannyezh muiañ karet.
-miniature: skeudennig?
kavet em eus "pentadurig" e-barzh geriadur Garnier ?
-emphase: mennozh ebet
"Emphasis" e saozneg = lakaat ar boan war udb.
"stambouc'h ? : « un tamm stambouc'h a zo gant e gomzoù » : cuici i cause avec emphase... met tra-walc'h e vo ober gant 'pouezañ' marteze, komprenusoc'h evit an holl...

-
hébergeur: annezer m'oa soñjet, met moarvat ez eus un dra gwelloc'h.
n'ouzon ket re, "herberc'hier" ?

Philippe

Publié : ven. mai 26, 2006 5:42 pm
par Giulia
Graet 'vez anezhañ dre gomz e Bro-Leon hepken. Goût 'ran mat eo bet levezonet kalz ar yezh skrivet gant al leoneg, met an darn vrasañ eus ar skrivagnerion ne reont ket gantañ. Met dit da zibab 'benn ar fin... an Dregeriz a blij dezho chom hep kemmañ an d (ne deuan ket... hag all), da bep hini da zifenn e rannyezh muiañ karet.
A, mat, ne ouezen ket... N'em eus ket a rannyezh muian-karet, komz a ran ur meskaj, hini bet desket e Diwan. Bon, lezel a rin gant ar c'hemmadur, dre ma n'eo ket ur fazi.

-miniature: skeudennig?
kavet em eus "pentadurig" e-barzh geriadur Garnier ?
Pentadurig, perak ket... Moutig eo ar ger-se :D Ha poent eo din prenañ ur geriadur a-feson ivez. N'an ket pell-tre gant hini Roparz Hemon, koshaat a ra...
-emphase: mennozh ebet
"Emphasis" e saozneg = lakaat ar boan war udb.
"stambouc'h ? : « un tamm stambouc'h a zo gant e gomzoù » : cuici i cause avec emphase... met tra-walc'h e vo ober gant 'pouezañ' marteze, komprenusoc'h evit an holl...
Ober a rin gant pouezañ neuze, pe lakaat pouez, hervez ar frazenn.
-
hébergeur: annezer m'oa soñjet, met moarvat ez eus un dra gwelloc'h.
n'ouzon ket re, "herberc'hier" ?
Ne blij ket din kalz, met fin, gwelloc'h get netra.
Trugarez evit da ginnigoù. 'Maon o vont d'ober se diouzhtu.

Modal, ha gwelloc'h eo lâret
C'hoarvezet ez eus ur fazi/Ur fazi a zo c'hoarvezet
pe
Ur fazi ez eus bet/Bet ez eus bet ur fazi

hébergement

Publié : mer. juin 14, 2006 8:41 am
par F. Travers
Mat e seblant herberc'hier kinniget gant Philippe ivez. Ofis ar brezhoneg, dre dTermBret, en doa graet gant herberc'hiañ evit troidigezhioù zo dija. Poellek e vefe kadarnaat an dibab-se. Kavet e vez e geriadur Roparz Hemon (tu brezhoneg) war un dachenn all. Aes eo da gompren evit Yann vrezhoneger ivez.

Re: Troidigezh « DotClear »

Publié : mer. août 19, 2009 8:28 am
par jeremy
Demat deoc'h, Dotclear stumm 2.* zo deuet er-maez ha troet 'm eus kalzig a dra. Trawalc'h eo evit implijout ar blog e brezhoneg met chom a ra un nebeut traoù el lodenn "askouezhioù".

Stagañ a ran ar pezh 'm eus graet dija amañ ha kenderc'hel a rit m'ho peus c'hoant, kas a rin al labour d'ar "mailing list" ofisiel evit ma vefe enrollet an droidigezh evit gwir.

Trugarez deoc'h ha ken ar c'hentañ!