mozilla thunderbird 1.5

Evit kaozeal diwar-benn troidigezh ar meziantoù dre-vras
lusk
Messages : 3
Inscription : jeu. oct. 26, 2006 10:01 am

mozilla thunderbird 1.5

Message par lusk » jeu. oct. 26, 2006 10:34 am

Salud deoc'h!
Digarezit, met n'on ket gwall varrek c'haozh war ar meziantoù... Aze 'moa staliet un neubeud meziantoù profet ganeoc'h ha bremañ (tamm ha tamm e teskan an implij).
Ur gudenn 'meus bremañ: thunderbird a zo e saozneg em urzhiataer! Da lavaret eo: ur stumm nevez a zo war ar rouedad ha dont a ra em urzhiataer, ha n'on ket gouest ken da chom gant an hini e bzg... ret eo din staliañ en-dro ar bladennig...
un doare all a zo d'ober? Me gav din eo chomet bremañ an hini e saozneg em urzhiataer ha 'meus ket ken an hini e bzg.
Trugarez en a-raok evit ho sikour... dreist eo al labour emaoc'h o kas war-raok!
Lusk

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » jeu. oct. 26, 2006 10:37 am

Demat dit Lusk!

ya normal eo... deuet eo da vezañ kozh bremañ ar meziantoù bet lakaet war ar cdrom. 'pezh a c'hellez ober bremañ eo pellgargañ ha staliañ Thunderbird 1.5.0.7 e brezhoneg amañ:
http://www.drouizig.org/phpBB2/viewtopic.php?t=93

kas keloù din,

Philippe

lusk
Messages : 3
Inscription : jeu. oct. 26, 2006 10:01 am

Message par lusk » jeu. oct. 26, 2006 11:08 am

klasket 'meus en-dro gt al liamm 'peus kinniget din; klasket 'meus gt ar bladennig en-dro; skarzhet 'meus pep tra ha pellgarget en-dro... hag e saozneg emañ c'hoazh!
n'ouzon ket petra ober!
digarez, gwel a ran n'on ket gwall varrek... koulskoude 'meus implijet mozilla thunderbird e-pad 2 viz, lakaomp o pellgargañ gt ar bladennig bep tro 'moa an traoù e saozneg ha mont a rae en-dro.
trugarez evit da sikour.
lusk

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » jeu. oct. 26, 2006 11:50 am

Lusk,

Lenn an divizoù e fin ar bajenn da-heul. Unan all en doa bet kudennoù a seurt-se, reizhet pep tra gantañ bremañ :

http://www.drouizig.org/phpBB2/viewtopic.php?t=93

Philippe

lusk
Messages : 3
Inscription : jeu. oct. 26, 2006 10:01 am

Message par lusk » jeu. oct. 26, 2006 1:25 pm

ok!
Mat eo bremañ!
Trugarez dit!
Lusk

Répondre

Qui est en ligne ?

Utilisateurs parcourant ce forum : Aucun utilisateur inscrit et 3 invités