Page 1 sur 1

Treiñ restroù .trn

Publié : jeu. oct. 26, 2006 6:47 pm
par Gwenael
Lakaomp em befe c'hoant treiñ ur meziant e brezhoneg (iskisat mennozh ;-). En em gavet on gant restroù .trn evit ar yezhoù (evit translation, kredapl bras). Penaos ober? embann ar rest gant norpad pe udb evel-se? Ha goude? Ha gouest e vefec'h da zisplegañ din en ur ober gant gerioù aes?
Trugarez.

Publié : jeu. oct. 26, 2006 7:08 pm
par drouizig
Demat dit Gwenael,

humm, depand a ra an dra-se da penaos eo aozet an traoù 'barzh ar restr .trn-mañ.
Ur restr testenn eeun eo ?

Philippe

Publié : jeu. oct. 26, 2006 7:32 pm
par Gwenael
Trugarez.
Ur restr a c'hellan embann evel testenn eo. Met ur wech kemmet penaos enrollañ anezhañ en-dro evel restr .trn?

Publié : jeu. oct. 26, 2006 7:35 pm
par drouizig
ah, ne gomprenan ket mat ar gudenn a sav amañ: ne vez ket cheñchet astenn ar restr en ur embann anezhi ?

Publié : jeu. oct. 26, 2006 8:04 pm
par Gwenael
Geo, ur restr .txt e teu da vezañ met n'on ket evit lakaat anezhañ da vezañ ur restr .trn en-dro.

Publié : jeu. oct. 26, 2006 8:12 pm
par drouizig
ha perak 'ta ? ret eo klikañ war ar restr .txt (gant ur c'hlik DEHOU) ha dibab « Adenvel » ("renommer" pe "rename" ).
Lam kuit an astenn .txt ha setu graet... setu en-dro ar restr .trn