Page 1 sur 1

Gimp e brezhoneg evit Linux

Publié : dim. avr. 01, 2007 11:05 pm
par Giulia
Salud,
Gout a ran ez eus eus Gimp e brezhoneg, met n'em eus ket anezhañ e brezhoneg war Ubuntu. Daoust hag eñ e vije ar memes kudenn eget evit meziantoù Mozilla? N'eo ket bet "ofisielaet" an troidigezh?
Giulia

Publié : lun. avr. 02, 2007 6:24 am
par drouizig
Demat Guilia,

Setu tarzhoù an droidigezh amañ :
http://www.drouizig.org/Pellgargan/Mezi ... IMPbzg.rar

N'oa ket moaien din reiñ ar restroù-se da skipailh Gimp peogwir eo meret bremañ an troidigezhioù gant skipailhoù treiñ Ubuntu (da lâret eo te ha Jeremy evit ar brezhoneg).

Kaset em boa ur postel dit, da Jeremy ha da Jañ-Maï ur miziad bennak 'zo a/z ar restroù-se met den ebet en doa respontet din er mare-se...

Mar gellez ober un dra bennak evit ma vefe enkorfet ar restroù-se er brank ofisiel e vefe dreist :)

a+
Philippe

Publié : mar. avr. 03, 2007 5:15 pm
par Giulia
Hen ober a rin :) n'em eus ket sonj eus da bostel, digarez bezan chomet hep respont :oops: