Page 1 sur 1

Netvibes e brezhoneg : piv a c'hallfe sikour ac'hanon ?

Publié : lun. avr. 30, 2007 1:35 pm
par ki-dour
Salud d'an holl,

en em enrollet on gant skipailh Netvibes evit treiñ Netvibes e brezhoneg. Ur gont a zo bet digoret gant Netvibes evit al labour. Ma live n'eo ket uhel a-walc'h, avat. Ezhomm 'm eus da vezañ sikouret !

Piv a c'hallfe sikour ac'hanon ? Ret e vefe dezhañ en em enrollañ war al lec'hienn http://translate.netvibes.com/

Ma n'anavezit ket Netvibes, kit da http://www.netvibes.com/ !

Lârit din mar ho peus c'hoant da genlabour... : remi.cheno@gmail.com

Bennozh Doue deoc'h,

Rémi

Echu al labour

Publié : ven. juin 01, 2007 8:30 pm
par ki-dour
Setu echu ma zroidigezh !
Bremañ e c'haller implijout Netvibes (www.netvibes.com) e brezhoneg penn-da-benn en ur zibab ar yezh e-touez an dibarzhioù...

Piv a c'hallfe gwiriañ ma labour ?
Kalz a dud o deus lennet ma c'hemennadenn. Den ebet o respont din...!

Bennozh Doue da bep hini a sikourfe ac'hanon !

Rémi

Publié : lun. juin 11, 2007 12:59 pm
par Alan Monfort
Demat Rémi,

Gourc'hemennoù evit ho labour.

Evit ar mare ne 'm eus ket amzer evit teurel ur sell war ho troidigezh.
Ober a rin avat.

Chom a ra titloù e galleg. n'eus ket tu treiñ an holl anezho ?

A galon,