Page 1 sur 1

phpBB 3.0 : a-benn nebeut !

Publié : lun. juin 04, 2007 1:50 pm
par Malo-net
Demat deoc'h holl.

Ar re a ver foromoù phpBB o deus gwelet moarvat e oa bet embannet ar stumm 3.0.

O treiñ hounezh emaon, met bras-kenañ eo, setu ne vo ket peurechu diouzhtu. Dre m'emaon e vakañsoù ez in buan a-walc'h memes tra. Ouzhpenn-se ez eus bet troet ul lodenn dija ganin.

Un "ultimatom" a vez roet d'an droourien : ar Sul 10/06. D'ar mare-se em bo kaset un droidigezh peuzachu dezho. Ne vo ket graet pep tra moarvat, met ar pajennoù a vez gwelet ar muiañ. Goude se e vo klokaet tamm-ha-tamm. A-raok fin ar miz e vo prest pep tra.

Laouen e vin da gaout un taol-sikour m'ho peus c'hoant hag amzer.

Digarezit ac'hanon ma n'hallit ket ober diouwhtu gant phpBB3.0 c'hoazh.

A galon,
Malo.

Publié : mar. juin 05, 2007 5:07 pm
par drouizig
Demat dit Malo,
ha chañs vat gant an droidigezh. Intereset e vin da reiñ da phpBB 3.0 un taol esae pa vo kaset al labour treiñ da benn.
a+
Philippe