Page 1 sur 1

Ha penaos pellgargañ translator 1.3.2.6.0 ha poEdit...

Publié : dim. sept. 11, 2005 7:28 am
par Pascal Trichet
Fellout a ra din kaout ar meziantoù: Translator pe poEdit hogen n'on ket kap da bellgargan anezho, bewezh ma klikan war an diuzad, ar bajenn a zistro war an degemer K.A.D, perak an dra-se ?

Publié : dim. sept. 11, 2005 9:50 am
par drouizig
Demat dit Pascal,

Gwir eo, troc'het eo al liamm ha n'anavezan ket re an abeg gwirion... dav eo din atav kinnig restroù zippet e-lec'h restroù testenn eeun, mod-all n'ez a ket mat en-dro ar bellgargañ adalek lec'hienn Drouizig. Reizhañ a rin an dra-se ar sizhun ma zeu (zippañ a rin ar restroù-se da vezañ pellgarget).

Gallout a rit mont war lec'hienn poEdit ha pellgargañ ar stumm brezhoneg memestra; Da me soñj n'oa ket echu troidigezh Translator met gallout a rit e bellgargañ en e stumm dre ziouer war e lec'hienn Internet.

Kenavo,
Philippe

penaos arc'hwelan translator 1.3.2.6.0 ha poEdit ..."

Publié : dim. sept. 11, 2005 6:23 pm
par Pascal Trichet
drouizig a écrit :Demat dit Pascal,

Gwir eo, troc'het eo al liamm ha n'anavezan ket re an abeg gwirion... dav eo din atav kinnig restroù zippet e-lec'h restroù testenn eeun, mod-all n'ez a ket mat en-dro ar bellgargañ adalek lec'hienn Drouizig. Reizhañ a rin an dra-se ar sizhun ma zeu (zippañ a rin ar restroù-se da vezañ pellgarget).

Gallout a rit mont war lec'hienn poEdit ha pellgargañ ar stumm brezhoneg memestra; Da me soñj n'oa ket echu troidigezh Translator met gallout a rit e bellgargañ en e stumm dre ziouer war e lec'hienn Internet.

Kenavo,
Philippe

Mersi bras dit Philippe evit ho prim respont ! heuilhan e rin da guzulioù !
Disul mat dit !