Page 1 sur 1

Meziantoù digor o zarzh gant Akademiezh Roazhon

Publié : lun. sept. 10, 2007 1:10 pm
par Alan Monfort
Embannet ez eus bet ur gantenn stumm gant ur 100 bennak a veziantoù digor o zarzh gant Akademiezh Roazhon.

Meneget ez eus bet troidigezhioù eus an Drouizig evit OpenOffice.org ha Firefox da skouer.

Ur gantennad savet kaer evit ar skolioù hag ar gelennerion, meziantoù :
- bureviek ;
- evit internet (merdeiñ ha krouiñ lec'hiennoù internet) ;
- evit tresañ, livañ, krouiñ peolladennoù evit ar vugale ;
- kelennadel diwar-benn diskiblezhioù ar skolioù : steredoniezh, douaroniezh, Istor, fizik...
- koazhañ, zipañ, da glevout ha kemm sonioù, gwelout videoioù.

Berr, pep tra evit labourat brav hep dispign arc'hant.

Gourc'hemennoù da Akademiezh Roazhon.
www.ac-rennes.fr