Page 1 sur 1

Kewerier

Publié : jeu. sept. 22, 2005 9:54 pm
par Malo-net
Demat. O paouez ober anaoudegezh gant Kewerier emaon. Kavout a ran anezhañ dreist, bihan-holl ma'z eo.

Un draig koulskoude a zirenk ac'hanon : penaos ober evit ma chomfe an destenn ouzh ment ar prenestr (d.l.e. na vefe ket ur pignerezh a-led, met ez afe an destenn d'al linenn dindan erru war vord ar prenestr) ?

Ha posupl eo ?

Publié : ven. sept. 23, 2005 9:25 am
par drouizig
Demat dit Malo,

Ret eo diuz "Mont en-dro d'al linenn ent emgefre" (lañser Furmaozañ), setu an diskoulmig :) A-hend-all t'eus ket bet chañs da c'hoari gant OpenOffice.org beta2 e brezhoneg ?

Kenavo,
Philippe

Publié : dim. sept. 25, 2005 10:46 pm
par Malo-net
Trugarez ! Kavet 'm boa, a-benn ar fin…

Gortoz a rin ma vo erru an ADSL du-mañ a-raok pellgargañ un dra ken bras… A-benn fin ar bloaz, sañset