Page 1 sur 1

Kemer ma flas evit treiñ phpBB

Publié : mer. avr. 15, 2009 10:15 pm
par Malo-net
Demat deoc'h.

Pemp vloaz 'zo e oan krog gant troidigezh phpBB, ar meziant da sevel foromoù, a-benn staliañ ur forom war ma lec'hienn. Da gentañ em eus troet phpBB2, ha da c'houde phpBB3. Bremañ avat n'em eus ket amzer ken d'ober war-dro an droidigezh.

Graet eo troidigezh phpBB 3. Ne chom nemet treiñ ar frazennoù nevez pa vez savet un arreval nevez reizhet un tammig. Ne gemer ket kalz amzer. Evit lec'hiañ ar frazennoù ouzhpennet e raen gant ar meziant Meld. Ne vo ket a phpBB4 a-raok pell, setu n'eo ket ur pikol labour a zo d'ober. Pa vez graet an droidigezh eo dav lakaat ar restr nevez war lec'hienn phpBB (dav eo deoc'h en em zisklêriañ evel troour, hag e vo roet deoc'h ar gwirioù da bellgas ar restr). Implijet e vez phpBB gant kalzik foromoù war internet setu e vefe sot-tre chom hep kenderc'hel gant an droidigezh.

Evit dibaboù ar geriaoueg em eus klasket kavout ar c'hempouez etre Favro ha Preder, da lâet eo gerioù anavezet gant darn vrasañ ouzh an dud ar muiañ ar gwellañ, pouezañ war ereadurezh ar frazennoù vrezhonek, gerioù savet gant daou re simpl, pe lakaat un dra all o mirout ar ster, hag ur wech an amzer, ur ger amprestet, pe digant ar galleg, pe digant yezhoù kelt.

Kit e darempred ganin evit kaout titouroù ouzhpenn.

Ken ar c'hentañ,

Malo