Page 1 sur 1

Kudenn a c'herioù implijet e mezoniezh - ur goulenn 'm eus!

Publié : mar. oct. 18, 2005 8:24 am
par Pascal Trichet
Demat,

Gouzout a ran ez eus un dermenn e mezoniezh evit deskrivañ ar wezh : enrollañ pe gwarediñ (evit ur re-all), ar ger "lerc'hwezañ". War va meno
e glot gwelloc'h ar ger-se gant kevatal ar galleg: enregister (un programme, logiciel...) ha lerc'hwezad / enregistrement.

Domaj eo d'he leuskel a-gostez!!!! Gwir eo ez eo an dra-se ho tibab-hu!

Devezh mat deoc'h holl !

Pascal

Publié : mer. oct. 19, 2005 10:16 am
par drouizig
Demat Paskal,

'tigarez met n'eo ket sklaer atav ho koulenn evidon-me...

- Daoust hag eñ e vank an daou c'her-se e geriadur an difazier hervezoc'h (lerc'hwezañ ha lerc'hwezad)... ? Hag int zo ennañ e gwirionez met dav eo dibab da gentañ "ouzhpennañ geriadurioù arnevez" e boest dibaboù an difazier.

- Pe daoust hag eñ e vefe mat oc'h arverañ e-lec'h "enrollañ" ha "gwarediñ" e tachenn ar stlenneg ???

Kenavo,
Philippe