Page 1 sur 1

Kelennskridoù GIMP

Publié : sam. févr. 13, 2010 10:12 am
par Belvar
Demat d'an holl,

Kejet am eus n'eus ket pell 'zo gant Bibar dre v/mail, dre ma oan dedennet gant bed ar poelladoù frank hag ar stlenneg dre vras, met ne anavezen netra (pe dost) eus ar gummuniezh breizhad tro-dro d'ar poelladoù-se.
Kinniget en deus din al lec'hienn-se evit treiñ va poelladoù en va yezh vamm (e Diwan emaon), ar pezh am eus graet. Kinniget eo bet gantañ goude-se sevel kelennskridoù evit GIMP, evit ma vefe tu deskiñ implij ar poellad-se e brezhoneg. Ar pezh am eus graet. Savet em eus evit ar poent daou kelennskridoù, unan evit displegañ penaos tennañ an daoulagad ruz, hag unan all evit displegañ penaos krouiñ ur sabrenn laser war ur poltred. O soñjal emaon ober reoù all, evel-just.
Krouet eo bet gant Bibar restroù pdf, hag a vo kinniget deoc'h, met dedennus e vije herberc'hiañ ar c'helennskridoù war internet.

Soñj ar c'helennskridoù a c'helfe ivez bezañ ledanaet da poelladoù all, evel-se e vo tu d'an holl deskiñ penaos implij ur poellad ha d'ar memes tro, deskiñ ar geriaoueg brezhoneg.

A galon,
Belvar

Re: Kelennskridoù GIMP

Publié : sam. févr. 13, 2010 11:50 am
par drouizig
Demat Belvar,

dreist ! e berr gomzoù : gourc’hemmennoù dit evit ar c’helennskridoù, tro hon eus bet da lenn ar bajenn t'eus savet diwar Gimp ha brav-tre hon eus kavet al labour! Evel-just e c’hellan me herberc’hiañ ar c’helennskridoù war lec’hienn An Drouizig, kas keloù din dre ar forom pe dre bostel,
Gwelout a rin ingal gant Bibar penaos e wel an traoù,

Kalon-vat evit da studioù,

Philippe

Re: Kelennskridoù GIMP

Publié : lun. févr. 15, 2010 1:25 pm
par Belvar
Demat,
Savet eo ar pdfoù gant Bibar, met kelaouet out bet dija sur-a-walc'h.
Dreist e vefe neuze herberc'hiañ ar c'helennskridoù. Ober a rin un tamm bruderezh el lise :D
Trugarez bras dit,
Belvar

Re: Kelennskridoù GIMP

Publié : mar. févr. 16, 2010 11:31 am
par jeremy
Demat, dedennus e vo moarvat ! Mall zo warnon teurel ur sell ouzh ar pennadoù-se :)
(N'ouzon ket impijout the gimp, pa vefe e galleg pe e saozneg...)