Troidigezh « Hot Potatoes 6.0 »

Evit kaozeal diwar-benn troidigezh ar meziantoù dre-vras
Avatar de l’utilisateur
Gweladenner-kozh
Messages : 33
Inscription : lun. déc. 20, 2004 10:33 am
Localisation : Orleañs

Troidigezh « Hot Potatoes 6.0 »

Message par Gweladenner-kozh » jeu. oct. 27, 2005 5:06 pm

Boñjour deoc'h,

Pellgarget 'm eus « Hot Potatoes » evel e veze lavaret din war ho lec'hienn met ne gavan ket an etrefas e brezhoneg... Gouzout a ran e veze posubl gant hotpot 5 met n'ouzon ket bremañ ma vez posubl gant hotpot 6 ?

Marteze e vije posubl deoc'h kas din brezhoneg.hif ?

Ur ger evit lavar deoc'h mersi evit tout ar pezh a vez kavet evit an urzhiater e brezhoneg...

Kenavo deoc'h!
Anne Marie

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » jeu. oct. 27, 2005 5:09 pm

Demat deoc'h Annie,

Trugarez evit da gemennadenn. N'hallan ket da skoazellañ a-zivout HotPotatoes malheurusamant. Lakaet oa bet bruderezh evit ar meziant-mañ war lec'hienn An Drouizig gant Jañ-Mark Ilias eus Skol Diwan Kemper ha neuze ne reomp ket war e zro...

Dav e deoc'h mont e darempred gant Jañ-Mark marteze ? Setu e lec'hienn http://jeanmarkilias.chez.tiscali.fr

Kenavo!
Philippe
Dernière édition par drouizig le jeu. oct. 27, 2005 5:18 pm, édité 1 fois.

Avatar de l’utilisateur
Gweladenner-kozh
Messages : 33
Inscription : lun. déc. 20, 2004 10:33 am
Localisation : Orleañs

Message par Gweladenner-kozh » jeu. oct. 27, 2005 5:10 pm

Kavet 'm eus « Hot Potatoes pemp » gant an brezhoneg.hif...
Klask a rin lak ar fichier-se e-barzh « Hot Potatoes 6 » ha ma vo brav an traoù gantañ e kasin deoc'h en-dro ar fichier-se evit ar re all...

Mersi deoc'h,
Annie

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » jeu. oct. 27, 2005 5:12 pm

Demat Anne-Marie,

Dreist! Gortoz a ran da "fichier" neuze (implijout a ran ar ger "restr" evit lâret an dra-se, dont a ra "restr" deus ur ger krenn-vrezhonek a sinifie "registre", "restr" a zo "registre" krennaet a-benn ar fin... lod all a ra gant "fichennaoueg" ivez, met evidon-me ur fichennaoueg a zo kentoc'h ur seurt armel ma vez lakaet fichennoù skrivet e-barzh...)... met pep hini a choaj a-benn ar fin...

Ken ar c'hentañ!
Philippe

Répondre

Qui est en ligne ?

Utilisateurs parcourant ce forum : Aucun utilisateur inscrit et 1 invité