Page 1 sur 1

Google, n'eus ket troour ken

Publié : jeu. oct. 27, 2005 9:26 pm
par Breizh
Salut d'an holl,

E brezhoneg eo Google abaoe bloavezhioù bennak. Siwazh n'eo ket echuet an droidigezh. Bremañ 65% an droidigezh a zo graet.

Hag un dra all: Digoret eo Gmail ha moaien 'zo da zibab kalz a yezhoù. N'eus ket brezhoneg en listenn. Troet eo 2% eus 1000 frazenn.

N'eo ket posubl evidon d'ober al labour-se peogwir ne gomzan ket mat awalac'h brezhoneg. Daoust hag ez eus unan bennak d'ober an droidigezh-se?

Kenavo

Mikael www.geobreizh.com

Publié : ven. déc. 30, 2005 12:31 pm
par Giulia
Kroget m'oa da drein Gmail e brezhoneg, met gwir eo n'eo ket aes peogwir eo ret trein diwar ar saozneg... Da gentan n'eo ket aes abalamour d'ar gerioù teknikel e brezhoneg, met ouzphenn eo ret kompren anezho e saozneg... Klask a rin kenderc'hel un tammig, d'an nebeutan an traoù on gouest d'ober

Roll google e brezhoneg

Publié : lun. févr. 13, 2006 11:19 am
par yfig
Al liamm 'Roll' Google a za d'ar bajenn 'Top' http://www.google.com/dirhp?hl=br.
Marteze vije mat d'ober evel google e yezhoù all, lakaat al liamm-se mont d'ar roll e Brezhoneg: http://www.google.com/Top/World/Brezhoneg/
Ne ouezan ket penaos ober an dra-se.

Publié : sam. juin 17, 2006 5:11 pm
par Breizhadig
Lakaet 'm eus ma anv evit treiñ google e Brezhoneg mes e vefe gwelloc'h labourat a-stroll, n'eo ket diaes din kompren pezh a zo skrivet e Saozneg, pezh zo diaes eo kompren talvoudegezh resis al lavarenn, diaes eo kompren ster ul lavarenn pa'z emei e-maez he zachenn.

Publié : sam. juin 17, 2006 5:21 pm
par drouizig
Demat dit Breizhadig,

Adkroget hon eus gant troidigezh Google abaoe 1 mizvezh bennak. Klokaet e vo ganeomp troidigezh ar c'hetal (etrefas) pennañ a-benn nebeut amzer.

Marteze e c'hellfez labourat war troidigezh ur c'hetal all... Petra 'gav dit ?

Philippe

Publié : sam. juin 17, 2006 6:32 pm
par Breizhadig
Dit te da zibab, gwir eo hag efedusoc'h e vefe lodenniñ mat al labour a zo d'ober.