Page 1 sur 1

Implijout Firefox (hag ar re all) e brezhoneg gant Linux ?

Publié : dim. juin 13, 2010 2:29 pm
par jeremy
Gouzout 'ran n'eus nemet da dreiñ ar reizhiad e brezhoneg (ar pezh am boa graet gant Ubuntu) met bremañ me 'gav gwelloc'h ober gant ur reizhiad troet mat (e galleg da skouer) hag ober gant meziantoù e brezhoneg pa'z int troet a-feson.

Ar pezh a zo gwir evit ar meziantoù troet gant an Drouizig da skouer. Hag unan bennak 'oar penaos ober an dra-se ? Ar memes emzalc'h ha windows 'benn ar fin ?