OO.org 2.0: ur gudenn gant ar staliañ ?
Publié : dim. janv. 15, 2006 11:57 am
Demat deoc'h holl.
Dec'h em eus staliet OOo 2.0 war ma urzhiataer. Mont a rae mat en-dro, laouen e oan. Goude-se em eus bet c'hoant da zistaliañ OOo1.1.3 a raen gantañ a-raok. D'am soñj eo bet diverket an 2.0 gantañ, peogwir da c'houde n'hallen ket ken ober gant an 2.0.
Goude bezañ adstaliet anezhañ en deus lavaret din e vanke ar restr STLPORT_VC7145.DLL. Un diskoulm a zo ganeoc'h ?
E mod all, e-barz Program Files eo bet staliet, ha n'eo ket al lec'h m'am boa c'hoant ma vefe staliet, dre ma 'm eus aozet ma zraoù en un doare all.
En draig all, "soazell staliañ" am eus lennet en ul lec'h bennak, mankout a ra ur K
A galon,
Malo