Page 1 sur 1

OpenOffice 2.0 ha Linux

Publié : lun. mars 13, 2006 5:02 pm
par jeremy
Demat dit Drouizig,

enstalet 'm eus Ubuntu Linux ha n'hallan ket implijañ Ooffice 2.0.* e brezhoneg, n'eus troidigezh ebet. Marteze e vefe ret dit ober ur pakad evit an droidigezh hepken, n'eo ket ?

Peogwir n'em eus ket c'hoant d'enstaliñ Ooffice eus pakadoù amañ : ftp://ftp.linux.cz/pub/localization/Ope ... 1/Build-1/

Ne gomprenan ket : n'eus pakad ebet evit troidigezh openoffice e brezhoneg dindan Ubuntu... Gallout a ran enstaliñ a-zorn met n'eo ket naet evit ma reizhiad.

Ken diwezhatoc'h !

Publié : lun. mars 13, 2006 5:38 pm
par drouizig
Demat dit Jeremy,

Siwazh ne reomp ket war-dro savidigezhioù OpenOffice.org dindan Linux... Roet hon eus hon troidigezh da kumuniezh OpenOffice.org ha ganto eo bet savet ar stummoù dindan Debian ha RedHat...
Ret'vefe goulenn digant ar gumuniezh ma vefe posubl d'unan bennak ober war-dro an dastumadenn Linux-se. Met ma Doue! Deuet eo da vezañ Linux ken kempezhek ha Windows war ar seblant!

Philippe

Publié : jeu. mars 23, 2006 12:49 pm
par jeremy
Et voila ça marche ! Un petit rapport de bug chez nos bons vieux developpeurs et c'est rentré dans l'ordre, un simple oubli.

Image