Evezhiadennoù diwar-benn troidigezh OpenOffice.org 2.0

Evit kaozeal diwar-benn troidigezh OpenOffice.org e brezhoneg (1.1.x, 2.x ha 3.x)
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Evezhiadennoù diwar-benn troidigezh OpenOffice.org 2.0

Message par drouizig » mer. févr. 09, 2005 10:34 am

- 22000 hedad zo da dreiñ.
- Gallout a ra bezañ implijet en-dro al labour graet evit stumm 1.1.4. (70% eus al labour a c'hell bezañ adimplijet).
Dernière édition par drouizig le mar. sept. 20, 2005 6:24 am, édité 1 fois.

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » mar. août 23, 2005 12:52 pm

- Echu eo troidigezh 0pen0ffice.org 2.0, kaset eo bet ar restroù da bPavel Janik evit sevel ar mollad yezhoniel brezhonek.
Dernière édition par drouizig le mar. sept. 20, 2005 6:26 am, édité 1 fois.

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » sam. sept. 03, 2005 4:21 pm

Alan, Fulub,

A-benn ar fin ez eo bet degemeret mat gant Pavel Janik skorañ ar brezhoneg evit 002.0... gw. e vlog amañ: http://blog.janik.cz/ (pennad August 31rst).

Ar miz-mañ ez aio er-maez OO2.0 e 20 yezh bennak (marse nebeutoc'h) hag e vo ar brezhoneg e-touez ar yezhoù.

A-bouez eo an dra-se abalamour ma vo brudet an afer er bed a-bezh gant kalz a arc'hant ha meneget e vo hor yezh e-mesk ar re vrasañ (ha yezhoù broadel zo ha n'int ket skoret ...). Ur penn raktres eo OpenOffice.org e bed ar meziantoù dieub evel Linux ha Firefox ha dav e oa lakaat ar bec'h warnañ.

Savet e vo ar mollad yezhoniel brezhonek kentañ evit Linux/Windows ha MacIntosh en un taol gant ar restr am boa kaset da bPavel ar sizhun paseet.

Koulskoude n'ouzon ket re pe zoare lakaat war ur sederom da zasparzhañ. Da me soñj e vo gwelloc'h gortoz fin ar miz ha sevel un eil mollad yezhoniel gant ho reizhadennoù (a zeuio war-lerc'h ar "build" kentañ).

Kas a rin keloù deoc'h dindan berr amzer,

Kenavo,
Philippe

Répondre

Qui est en ligne ?

Utilisateurs parcourant ce forum : Aucun utilisateur inscrit et 2 invités