open office e brezhoneg hag e galleg

Evit kaozeal diwar-benn troidigezh OpenOffice.org e brezhoneg (1.1.x, 2.x ha 3.x)
isabelle de lanjamet
Messages : 1
Inscription : mer. oct. 18, 2006 3:22 pm

open office e brezhoneg hag e galleg

Message par isabelle de lanjamet » dim. juil. 20, 2008 6:11 pm

2 vlez zo, am boa goulennet genoc'h penaos gober evit lakaat ur reizhkrivadenn brezhoneg er ma urzhiater ha kerzh a ra mat an traoù bremañ. Trugarez deoc'h . Ha bremañ eo karget Open office e brezhoneg er ma urzhiater. :)

> Mes, diaes eo din komprenn ar gerioù stelennegezh evit labourat get open office ha plij a rae labourat get "an diaporama" . Plij a rae ober an dra-sen e galleg rak n'am eus ket amzer evit klask ar gerioù brezhoneg Eh on é ober ur stummadur hag eo ret ober buan evidon. :oops:

> Penaos ober evit lakaat open office e galleg (get an diaporama) hag derc'hel get ar reizhskrivadenn e brezhoneg ?
Possubl eo pellkargañ open office e galleg ma eh eus dija open office e brezhoneg ha penaos gober ?
izabel

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » lun. juil. 21, 2008 8:50 am

Demat dit Izabel,

evit kaout an etrefas e galleg :
- ret eo staliañ ar pakad yezhoniel gallek da gentañ :
lenn an titourou aman http://www.drouizig.org/phpBB2/viewtopic.php?t=151

- goude bezañ staliet ar pakad gallek-se eo dav lañsañ "OpenOffice.org Writer" :


Dibab "Ostilhoù/Dibarzhioù", neudenn "Arventennoù yezh" ha "Yezhoù".

Ketal Arveriad : ret eo lakaat "Galleg"
Yezhoù dre ziouer evit an teulioù : ret eo lakaat "Brezhoneg"

Moaien zo da welout an oberiadennoù-mañ en demo WebEx a c'hell bezañ pellgarget war ar bajenn :
http://www.drouizig.org/Brezhoneg/Mezia ... u-Ooo.html

Setu, n'eus netra ouzhpenn d'ober,

kas keloù deomp

kenavo
Philippe

Giulia
Messages : 66
Inscription : sam. août 20, 2005 3:26 pm
Localisation : Aubervilliers, 'kichen Pariz
Contact :

Re: open office e brezhoneg hag e galleg

Message par Giulia » mer. avr. 29, 2009 7:48 am

Ur gudenn dammheñvel m'oa bet gant OpenOffice e Bzg. Ne oa ket tu din da gompren ar c'hemennadennoù o lâret ez eus ur gudenn, hag o c'houlenn ur respont "Ya" "Ket"... Ur gudenn a-bouezh eo, rak pa ne gomprener ket ur gemennadenn-ziwall, e c'heller ober ur respont fall hag a ziverko al labour graet betek-henn.

Avatar de l’utilisateur
Alan Monfort
Messages : 63
Inscription : lun. mars 06, 2006 2:00 pm

Re: open office e brezhoneg hag e galleg

Message par Alan Monfort » jeu. avr. 30, 2009 8:24 pm

Kompren a ran mat ar gudenn-mañ : ret e oa bet din klask talvoudegezh ar gerioù e saozneg war ma geriadurioù ha war-lec'h klask ar gerioù brezhoneg war ma geriadurioù. Setu perak em eus lakaet diouzhtu ur roll gerioù war internet a-benn ma vefe aesoc'h evit an arveriaded.

Da gentañ amañ :
http://hizivandeiz.free.fr/loadnevez/220.htm

Lakaet en deus an Drouizig ur restr da gargañ gant ar gerioù arveret amañ :
http://www.drouizig.org/Brezhoneg/Mezia ... u-Ooo.html

Hag ouzhpennet em eus ur roll klokaet amañ :
http://www.drouizig.org/phpBB3/viewtopic.php?f=5&t=578
Alan

job
Messages : 4
Inscription : dim. janv. 27, 2008 4:29 pm

Re: open office e brezhoneg hag e galleg

Message par job » lun. août 24, 2009 5:55 pm

Ar pezh am eus graet me da zerc'hel Open Office e galleg en ur kaout ivez Open Office e Brezhoneg war ar memez urzhiataer:
Araok pellkargañ OO e Brezhoneg em eus erlec'hiet OO e galleg en ur lec'h bennak all .Setu em eus bremañ an daou OO hag ez eo aes-tre evel-se pa ne anavezer ket ur ger war OO e Brezhoneg mont da welet diouzhtu petra eo ar ger e galleg war OO e galleg.
A galon ganeoc'h

Répondre

Qui est en ligne ?

Utilisateurs parcourant ce forum : Aucun utilisateur inscrit et 0 invité