Page 1 sur 1

Rekedoù digoret evit aotren OO.org e bzh er brank ofisiel...

Publié : dim. oct. 30, 2005 10:22 am
par drouizig
Resevet hon eus ur bochad goulennoù a-zivout donedigezh OO.org 2.0 e brezhoneg dindan Linux ha MacIntosh. Setu neuze evit diellañ ha reskontiñ d'an dud rollad ar rekedoù digoret ouzh skipailh OpenOffice.org evit aotren OO.org 2.0 e brezhoneg er brank ofisiel.

Pa vo serret an holl rekedoù-se e vo moaien da bellgargañ OO.org 2.0 e brezhoneg dindan MacOSX, Linux ha savennoù UNIX all. N'hallomp ket fonnusaat an traoù, dezho izili skipailh OO.org da c'hoari bremañ.

http://qa.openoffice.org/issues/show_bug.cgi?id=48948
http://qa.openoffice.org/issues/show_bug.cgi?id=54501
http://qa.openoffice.org/issues/show_bug.cgi?id=54828
http://qa.openoffice.org/issues/show_bug.cgi?id=56057
http://qa.openoffice.org/issues/show_bug.cgi?id=56493

Evit OO.org dindan Windows e c'hellit arverañ hor stumm brezhonekaet deomp-ni a c'hell bezañ pellgarget war ar forom-mañ.

Ph.