Kemenn ofisiel: Amañ emañ OpenOffice.org 2.0 e brezhoneg !

Evit kaozeal diwar-benn troidigezh OpenOffice.org e brezhoneg (1.1.x, 2.x ha 3.x)
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Kemenn ofisiel: Amañ emañ OpenOffice.org 2.0 e brezhoneg !

Message par drouizig » mar. nov. 01, 2005 4:33 pm

Amañ emañ OpenOffice.org 2.0 e brezhoneg !

D'ar 1añ a viz Du 2005,

OpenOffice.org 2.0 a zo un dastumad meziantoù bureveg a oa gortozet abaoe daou vloaz, dre ar bed a-bezh, gant hiniennoù, gouarnamantoù ha kevredadoù. Aes eo ober gant OpenOffice.org 2.0 ha mont a ra en-dro gant an dastumadoù bureveg pouezusañ. Gantañ emañ holl c'halloudegezhioù ar meziantoù digor o zarzh. Ouzhpenn ur mollad diaz roadennoù nevez ha barregezhioù XML araokaet, OpenOffice.org a skor ar furmad skoueriekaet etrebroadel OpenDocument a zo bet degemeret evel teul bureveg dre ziouer gant meur a vro, ha gant Stad Massassuchets en Amerika. Muioc'h c'hoazh eget forzh peseurt dastumad meziantoù all, OpenOffice.org a ro d'an dud dre ar bed a-bezh an ostilhoù evit bezañ izili emouestlet hag oberiant eus o c'humuniezh.

OpenOffice.org zo bet troet e 36 yezh, ar brezhoneg en o zouez, ha muioc'h c'hoazh a zo da zont. Barrek eo da vont en-dro war Windows, Linux, Solaris, Mac OS X (X11) ha meur a savenn all. Gant OpenOffice.org eo echu gant an diforc'hidigezh etre meziantoù hag an digenvezder ; ha kompezañ a ra, en un doare digredus, an dachenn labour. Ouzhpenn-se, dre ma skor ar furmad OpenDocument, savet gant an aozadur skoueriekaat OASIS, n'eus ket da gaout aon, gant OpenOffice.org, rak bezañ bac'het gant ar gwerzher pe rak an diamzeriñ furmad. Gallout a ra ar furmad OpenDocument bezañ implijet gant ne vern pe arload burev, ha reiñ a ra tu da welet, da embann ha da voullañ teulioù evit ar remziadoù da zont.

OpenOffice.org 2.0 a zegas spi d'an armerzhioù bihan, dre ma c'hellont bremañ kaout un hollad meziantoù bureveg en o yezh a zegouezh mat gant o ezhommoù ha gant o barregezhioù arc'hant. Dieupoc'h e vint neuze diouzh interestoù ar werzherien meziantoù perc'hennet.

OpenOffice.org zo o vont da vezañ an dastumad meziantoù burev brudetañ zo bet gwelet biskoazh er bed a-bezh ; reiñ a ra tu d'an implijerien, e surentez ha dre zibab, da gemer perzh en unan eus ar strivadegoù brasañ gwelet biskoazh gant kumuniezh ar Genrouedad. « Evel ezel eus ar gumuniezh-se e fell din kas ma gourc'hemennoù gwellañ deoc'h », Jonathan Schwartz, Kadoriad Penn Rener Sun Microsystems.

Savet gant ur gumuniezh enni Sun Microsystems, ar skoazeller arc'hant hag ar c'heveler pennañ, Novell, Red Hat, Debian, Prolypon, Intel, kement ha tud dizalc'h, goulevourien, troerien, skridaozerien hag arwerzhourien anezho, OpenOffice.org 2.0 a ziskouez berzh, emroüsted, ha barregezh Kumuniezh ar meziantoù digor o zarzh.

Bremañ emañ Kêr Vienna e-touez ar gumuniezh-se. Kroget he deus da zasparzhañ OpenOffice.org en he burevioù. « Laouen omp gant arc'hwelerezh ha perzhded ar meziant OpenOffice.org. Spi hon eus e vo OpenOffice.org e-kerz an holl implijidi zo war hon 18000 post labour », Brigitte Lutz, Kêr Vienna.

Louis Suárez-Potts, Rener Kumuniezh OpenOffice.org, a zispleg eo « OpenOffice.org 2.0 an disoc'h eus un argerzh kenlabour oc'h emplegañ miliadoù a dud a labour e nouspet yezh warn-ugent dre ar bed a-bezh. Diskouez a ra splann ez eo barrek an « Open Source » da genderc'hiñ meziantoù uhel o ferzhded hag e c'hell gwarantiñ ez int stabil, aes da implijout hag asur, dres ar pezh a c'hortoz an implijerien digant o meziantoù bureveg. ».

Ouzhpenn ar furmad OpenDocument, an etrefas implijer zo bet adtreset hag ur mollad diaz roadennoù nevez zo kinniget gant OpenOffice.org 2.0. Gwellaet eo bet ar skor PDF, araokaet ar mollad taolenner, klokaet enframmadur ar burev ha meur a elfenn all c'hoazh zo bet gwellaet, da dennañ splet eus e varregezhioù XML araokaet, evel e amparted da grouiñ, da embann ha da implijout XForms en un doare aes.

Gant harp ur mell labour 10 mizvezh sevenet gant tri den a youl vat e c'heller kaout hiziv an dastumad OpenOffice.org 2.0 e brezhoneg ivez. Diouzhtu e c'hell bezañ pellgarget an doare 2.0 ofisiel war lec'hienn an Drouizig, http://www.drouizig.org hag a-benn nebeut amzer, gant skoazell Ofis Ar Brezhoneg, e vo dasparzhet an doare adlennet 2.0.1 war CDROM, evit ar skolioù da gentañ-penn hag ar vrezhonegerien dre vras war-lerc'h.

Evit kaout muioc'h a ditouroù diwar-benn OpenOffice.org, kit da lenn ar c'hemennadennoù e saozneg war ar bajenn http://www.openoffice.org/press/2.0/index.html

Gant hor gwellañ gourc'hemennoù,

Kumuniezh OpenOffice.org


Levrlennadur – Implijet eo bet al levrioù-mañ evit an droidigezh vrezhonek :

• « Geriadur Brezhoneg », An Here.
• « Geriadur ar Stlenneg », Guy Étienne, Preder. (gw. http://www.preder.net).
• « Geriadur an Armerzh », Yann-Baol an Noalleg, Preder.
• « Geriadur ar Jedoniezh », Yann-Baol an Noalleg, Preder.

Répondre

Qui est en ligne ?

Utilisateurs parcourant ce forum : Aucun utilisateur inscrit et 0 invité