Page 1 sur 1

Cheñch yezh pa vez cheñchet an implijer

Publié : mar. nov. 08, 2005 10:28 am
par Nicolas
Demat,

pellkarget am-eus OOo 2.0 eus Drouizig, med eraog iñstalliñ, plij a rafe diñ gouzout mar eo possubl da cheñch ar yezh pa m'eus c'hoant pe pa vez cheñchet an implijer war Windows XP. Ne vez ket komzet Brezhoneg gant ma maouez, neuze e vefe gwelloc'h dezhi heuliañ implijout OOo e Galleg.
(Hiniv eo iñstallet StarOffice 7.0 gant Sun)

Trugarez.
Nicolas

Re: Cheñch yezh pa vez cheñchet an implijer

Publié : mar. nov. 08, 2005 12:01 pm
par drouizig
Demat Nicolaz,

Tu a zo da implijout OOo.org e 36 yezh bennaket. Posubl eo kaout an etrefas e brezhoneg hag e saozneg dre ziouer gant ar pakad hon eus savet (ret eo cheñch yezh an etrefas er voest dibaboù/dibarzhioù).

Emaon o klask sevel ar pakad yezhonel gallek a-ratozh evit hor stumm. Pa vo prest ar pakad-se e vo moaien da gaout an etrefas e galleg memes mod. Kas a rin keloù war ar forom pa vo prest ar pakad yezhoniel gallek-se,

Kenavo ha trugarez evit ho kemennadenn!
Philippe

Publié : mar. nov. 08, 2005 9:16 pm
par drouizig
Krouet eo bet ar pak yezhoniel gallek, da bellgargañ amañ:

http://www.drouizig.org/cozumel1974/oo/ ... all_fr.exe

Ret eo staliañ OO.org 2.0 e brezhoneg da gentañ evel just,

Philippe