Page 1 sur 1

Difazier brezhoneg evit OpenOffice.org 2.0

Publié : lun. déc. 12, 2005 11:49 am
par cedric
Demat deoc'h,

Ul lisead din en deus goulennet ganin hag-eñ ez eus moien da gaout un difazier brezhoneg war open office 2 e galleg. N'eo ket gwall aes ober gant open office pa implijer meur a yezh. Evit doare, n'haller ket skrivañ en ur yezh (gant an difazier a zere) ha n'eo ket hini staliadur ar program.
Trugarez evit ho sikour.
Cédric :shock:

Publié : lun. déc. 12, 2005 12:19 pm
par drouizig
Demat Cedric,

Da gentañ tout e vo ret staliañ OpenOffice.org 2.0.1 e galleg (pe en ur yezh all) pe c'hoazh OpenOffice.org 2.0 (pe muioc'h) e brezhoneg. An dra-se zo RET ha n'eo ket prest c'hoazh an 2.0.1 e galleg/saozneg (dav e vo gortoz un dousenn deiz bennak).

Ouzhpennet ez eo bet ent-ofisiel skor ar brezhoneg evel "yezh labour OpenOffice.org" adalek an 2.0.1 hepken (a-drugarez deomp ha ret e oa deomp stourmañ kalzik-kalz evit goulenn an dra-se diganto)... A-hend-all n'eo ket skoret c'hoazh meur a yezh bihan eus Frañs ganto, en o zouez an alsasianeg, ar c'horseg, ar plad, ar gallaoueg... da lâret eo n'eus ket tu da ziuzañ ar yezhoù-se evel "yezh labour" gant un teul OpenOffice.org.

Diwar-benn an difazier evit OO.org 2.0.1... ez eo tost prest met n'em eus ket lakaet anezhañ da bellgargañ war al lec'hienn c'hoazh. Kudennouigoù zo gantañ... ret e vo gortoz ur mizvezh bennak...

Kenavo,
Philippe

Publié : lun. déc. 12, 2005 3:48 pm
par cedric
Mil trugarez dit evit bezañ respontet ken buan. Gwelet e vo a-benn miz neuze.
A galon
Cédric