Evezhiadennoù ADD 2.5

Evit kaozeal diwar-benn an difazier brezhonek
Avatar de l’utilisateur
Gweladenner-kozh
Messages : 33
Inscription : lun. déc. 20, 2004 10:33 am
Localisation : Orleañs

Evezhiadennoù ADD 2.5

Message par Gweladenner-kozh » mar. déc. 27, 2005 1:20 pm

Demat!

Echuet em eus eilskrivañ « Diamantoù Keroulaz » ... ar restr a gasin dit pa 'm bo adlennet ma fell dit.

Hogen, diwar al labour-se em eus endeo un nebeut evezhiadennoùigoù d'az sikour da gas war-raok da labour espar evit hor yezh.

Spi am eus e ri da vad anezho, n'eo ket kalz tra ez-wir :

Netra da welet gant Diamantoù Keroulaz, marteze ; gerioù "nevez" lakaomp, n'eus ket anezho c'hoazh e-barzh ADD :
- dodenn / dodennoù (thème)
- lusked / lusked(où) (motivation)

A-hend-all :
- tro-c'houzoug zo e barzh ADD, met troioù-gouzoug n'emañ ket.

Gerioù n'eus ket anezho en ADD :
- sioulikoc'h
- markizez
- gwirel
- manegoù-houarn
- potailhoù-houarn
- digluchañ
- trowardroioù
- karrezennad
- sailhadoù (p'emañ "sailhad e-barzh koulskoude !)
- damsklerijenn [damsklêrijenn zo e-barzh, ha sklerijenn (ha n'eo ket sklêrijenn)]
* gerioù o kregiñ gant ar rakger "dam" :
- damziskaret
- damgollet
* gerioù o kregiñ gant ar rakger "peur" :
- peurlavarout, peurlavaret...
* gant ar rakger "ad" :
- adtreuziñ
- adpakañ
- adserriñ
- adrenkañ

Gant ma talvezo dit va evezhiadennoùigoù.
Trugarez vras evit al laboura a gasez da-benn,
Nedeleg Laouen (gant un tammig dale siwazh !) ha Bloavezh Mat (un tammig re abred !)

Ken@+
Tomaz

GS : evit a sell ar ger "dodenn", kaer am eus diuzañ "enderc'hel geriaoueg arnevez..." (anat dit em boa graet pell 'zo) ne cheñch tra : ADD ne ananvez ket ar ger se war a hañval, marteze abalamour d'an endro a arveran (millenium)

Trugarez
Kenavo,
Tomaz

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » mar. déc. 27, 2005 1:26 pm

Demat Tomaz,

Trugarez ur wech c'hoazh evit an evezhiadennoù. Prenet em eus « Kleier Eured » e-doug ar vakañsoù, kontant on da welet e servij an difazier evit sikour raktresoù evel adembennadur ul levr.

Gwiriet em eus ar gerioù bet meneget ganit :

- dodenn(où) zo gant ADD 2.5 (ret eo diuzañ « geriaoueg arnevez » er boest dibaboù).
- Ur gudenn ez eus gant liester tro-c'houkoug, gwir eo. Enrollet eo ar ger "troioù-g'houkoug" e geriadur ADD 2.5... Ret e vo din dielfennañ ar gudenn-se... emichañs ur vi-koukoug eo hepken.
- lusked(où) 'vo ouzhpennet ivez (lusked a zo anavezet dija met dont a ra eus displegadur ar verb « luskañ »).

Trugarez !
Philippe.

Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig » mar. déc. 27, 2005 1:41 pm

Dielfennet em eus ar gudenn gant "tro-c'houzoug". Kudennoù oa gant liester ar gerioù da-heul:

gwalenn-c'harzhoù
kelc'henn-c'houzoug
kreskenn-c'her
kribenn-c'har
lurell-c'har
sae-c'holeiñ
tro-c'henel
tro-c'hervel
tro-c'houzoug
turiadenn-c'hoz

Reizet e vo gant ADD 2.5.1

Trug!
Philippe

Répondre

Qui est en ligne ?

Utilisateurs parcourant ce forum : Aucun utilisateur inscrit et 0 invité