Mignon mad,
Dec'h am-boa kaset dit un tamm mad a evezhiadennou a selle ouzh ar re a zo krog da zeskiñ ar yezh. An evezhiadennou-se a zo bet savet gand "Deskin spered ar yez" (ur gevredigezh euz Karaez) diwar an tregont bloaz bennak tremennet ganin war ar c'helenn brezhoneg. Enno e kaver skiant prenañ ar bobl a gejan ganti bemdeiz hag hini ar vrezhonegerien wellan e-gizh V.Favé a zo bet va mestr ha va mignon war un dro...;
Me a gav din e vefe mad skuilhañ anezho war-zu ar re a savje c'hoant ganto peureuchuiñ o studi war ar yezh...
Anv a oa bet war da forum eus "Yezhadur bras ar brezhoneg" bet savet gant F. Kervella a oa bet mignon din gwechall (war-dro 35 bloaz a zo....)
Ur yezhadur mad eo evit doare. Koulskoude e kaver ennañ mankou e-gizh ar re-mañ :
1°) Hag all a vez implijet war ar memez mod hag etc e galleg pe e latin. Ur mank eo. Hag all ne dalvez ket evt lavared n'eo ket echu anv an traou el listenn a rerano anzho.....HAG all a dalvez evit "O kontañ kement-se". Da lavared eo: Y compris".
Da skouer: An oll a zo pedet d'ar fest-noz; touristed hag all.
Aet eo war e benn an dour, dillad hag all.
Evit lavared "Etc" e vo red ober implij eus : "Me' oar me" - "ha traou-all" - "hag ar rest"..............;
2°) Ne vez ket graet en un doare sklaer a diforc'h etre ar stummou disheñvel eus : O + Verb........
(Faziou e-leizh a zo war da forum war ar poent-se.....)
3°) An dibersonnel a vez graet anv anezhañ war ar mod gall: "Pa saver e di" ( faoz eo penn da-benn) e-lec'h :
Pa saver AN TI AN-UNAN (Quand on construit sa propre maison)
4°) Anv ebed ken eus an harz lakaet war gemmaduriou 'zo: Da skouer: Ar vamm med: AR MAMM an-unan (Sa propre mère - sa mère à soi).....
Me a gav din ne vefe ket fall dit studiañ an traou-se war al levrig bet savet gant V.Favé. Posub e vefe dit goulenn anezhañ digant sekretourez ti-kêr Kleder (11 euro eo priz al lerig-se.....). Ennañ e kaver un teñzor...........
O c'hedal da eveziadennou emaon,
A galon,
J.C Miossc
Evezhiadennoù war ar yezh
- Gweladenner-kozh
- Messages : 33
- Inscription : lun. déc. 20, 2004 10:33 am
- Localisation : Orleañs