MIGNOUN AR VUGALE A. E. TROUDE. KENTA DARN. Doue, mar kar, a lakai da sevel em penn eur menoz mad-bennak hag a lakai anezho da dalvezout enn ho touez, bugale. BREST, IMPRIMIRY J.-B. LEFOURNIER HENA, Rù Vras, n°86. 1855 APPROBATION EPISCOPALE Permis d'imprimer. Quimper, le 7 Février 1855. KERAUDY, Vicaire général capitulaire AVIS Avec l'aide du Dictionnaire breton-français de Le Gonidec, il sera facile à chacun de traduire ces petites histoires. On a pris soin de donner dans des notes le sens des celticismes. MIGNOUN AR VUGALE AR VAMM HAG AR BUGEL KLAN Silvestik a oa klan gantann dersien. Evit he lemel digant-han, al louzaouer en doa gourc'hemennet d'he vamm hel lakaat da eva eul louzou gwall c'houero. Silvestik a oa pennek-braz, eur bugel kollet e oa em gwirionez. Tanva a reaz ar braoued gant begik he deod (1) ha ne falvezaz ket d'ezhan he eva enn eul lavaret d'he vamm e doa c'hoant hel lakaat da vervel. E-keit-se ar c'hlenved a greske hag ar vamm a oa gwall c'hlac'haret. Evit digas da vad (2) he map klan, chetu ar pez a reaz ar vamm vad-man. Lakaat a reaz al louzou c'houero e mesk toaz ha viou hag ho lekeaz da boaza evel pa vije bet eur wastel. Pa oe poaz awalc'h, ar vamm o teurel sukr warn-ezhi a dostaaz ouz he map hag a lavaraz d'ezhan : sell, va map, chetu ama eur wastel sukret mad. N'eo ket falvezet d'id eva al louzou, me gred ne falvezo ket d'id ive dibri ar wastel-man. Ar bugel ervad o welet ar wastel a lavaraz d'he vamm : eo, va mamm, eme-z-han, enn eur ober he vitonik, mar d-eo red e tebrinn anezhi na pa ne ve nemet evit senti ouz-hoc'h. He dibri a reaz hep heug ebed ; antronoz e tebraz eunn all hag ann deiz warlerc'h ive hag e tistroaz e iec'hed (3). Peger mad e oa mamm Silvestik ! va bugale. Me a garfe ober diouz he skouer vad (4). Rak-se, ec'hiz ma reaz eur wastel sukret evit lakaat he map da gemeret eul louzou iec'heduz, e livirinn d'e-hoc'h ive kenteliou bihan (5) evit lemel ho techouigou digan-e-hoc'h hep komps trenk na c'houero ebed, hep na oufac'h, kouls lavaret. (1) Du bout des lèvres. (2) Pour rendre à la santé, (3) Il recouvra la santé. (4) Je veux essayer de l'imiter. (5) Des petites histoires. ANN TAD MAD Bez'e oa eunn den en doa eur garg diez-braz. Pevar bloaz oa edo o choum e Kemper, pell diouz he dud keaz. Ar bloaz nevez o tostaat, e kasaz d'he vugale eur voestlad madigou hag eur c'hoariel-bennak hag e skrivaz d'ezho evelhen : va bugale, bezit mad, sentit atao ouz ho skolaer ha me ho lakai da zont d'am c'hichen pa vezo deuet ann amzer. En em laouenait, va bugale, rei a rinn d'e-hoc'h traou bravoc'h c'hoaz pa viot deuet d'ann ti am euz kempennet evid-hoc'h ; eul leac'h dudiuz eo dreist kement tra zo. Peger mad eo hon tad, eme ar vugale, peger braz eo he garantez evid-omp. Ni ive, ni her c'har a greiz hor c'haloun evit-han da veza pell diouz-omp ; ni her c'har petra-bennak ma bon euz ankouneet he zremm (1). Levenez a raimp d'ezhan enn eur ober kemend en deuz gourc'hemennet d'e-omp. va Doue ! pegenn euruz e vezimp o welet hon tad ker mad, ker karantezuz. Va bugale geaz, eme ar vamm, ann Doue mad pehini a zo enn envou a ra bemdez e-kenver ann dud ar pez en deuz great ho tad enn ho kenver. N'her gwelomp ket, digant-han koulskoude e teu bemdez d'e-omp mad-oberiou paot. Ann beol, al loar, ar stered, ar bleun, ann holl frouez, pep tra a zeu digant Doue (2). Roet en deuz d'e-omp ar Skrituriou sakr (3) evit ma anavezimp he ioul. Euruz e vezo ann hini a heulio gourc'hemennou Doue, bennez a ielo d'ann envou, rak Doue a seveno he c'her. Eno en devezo madou dreist pep mad ha dudiou kals dreist dudion ar bed-man. Va bugale, karit Doue a greiz ho kaloun, sentit atao out-han hag her gwelot dremm-ouc'h-dremm enn envou. (1) Quoique nous ne nous rappelions plus son visage. (2) Tout vient de Dieu. (3) Les saintes Ecritures. AR PLAC'H BALC'H Eur plac'h iaouank a ioa o choum enn eur maner kaer-meurbed. Genovefa a read anezhi (1). Blezou, paotrez ar saout a zeuaz eunn deiz d'he c'havout hag a lavaraz d'ezhi : va zad pehini a zo klanv fall (2) a c'hoanta abars mervel lavaret d'e-hoc'h traou a bouez braz (3). — Mont ebars da loc'hik mogeduz, me Genovefa, ne rinn ket, eme-z-hi ; ke kuit, kenta gwella (4). A-benn eur pennadik goude-ze, Blezou a zeuaz enn dro (5) o redek dialan : va mezel, eme-z-hi, diredit affo, ne zaleit ket, me ho ped. E amzer ar brezel ho mamm e deuz kuzet enn douar kalz a aour hag a arc'hant. Gourc'hemennet e doa d'am zad ma vije kement-se kuzet ken na vijec'h deuet da ugent vloaz. Allaz ! va zad ne hell ket tevel pelloc'h gant ar maro o tostaat (6) ; eat eo va mamm da glask ann nouen. Genovefa enn eur redek a ieaz timad da di ar paotr saout ker leal-ze. Re zivezad e oa, ar c'heaz-Doue (7) a oa o paouez mervel (8). Pa zistroaz d'ar gear, Genovefa a lavare : Ma ne vijenn ket bet ker balc'h, pinvidik-braz e vijenn breman. (1) On l'appelait Geneviève. (2) Très-malade. (3) Des choses très-importantes. (4) Va-t-en, le plus tôt sera le mieux. (5) Blaize revint. (6) Il est à l'article de la mort. (7) Le pauvre malheureux. (8) Venait de mourir. AR BREUR HAG AR C'HOAR Eunn deiz pa edont ho-unanik er gear (1), Baskik gant-han eur pikol pez bara enn he zourn a lavaraz d'he c'hoar : deuz, Annahik, deuz da lipouza, me a oar ann tu. — Eo, eme ar verc'hik, gant na vezimp ket gwelet gant den (2). — Deuz'ta, va c'hoarik, ni a ielo e kampr vihan al leaz ; deuz da lounka dien mad endra ema el liors hon tad.— Ne rinn ket, (3) eme Annahik, me a wel eur gopr devezour o faouta keuneud ekreiz ar ru, hen a welfe ac'hanomp hep mar ebed. — Gwir eo kement-se, eme Baskik ; deuz war va lerc'h, va c'hoarik, deomp d'ar gegin, mel c'houek a zo eno, ni a zebro eunn tamm bara ha mel. Neb aoun, Annahik (4). — Tra, tra, Baskik, me a wel Mac'harit bleo ruz (5) o neza kanab war dreuzou he dor, heb arvar e welfe ac'hanomp. — Deomp'ta d'ar c'hao da zibri avalou, eme Baskik, den ne hello hor gwelet eno. O va breur, eme ar verc'hik, poan a rez d'in em c'haloun o klevet da gompsion (6). Ha te gred ne hellfe den hor gwelet ? Az pez koun euz ann hini a wel enn amc'houlou a-dreuz d'ar mogeriou. Pa glevaz kement-se, Baskik a oe mezek-braz : ar wirionez a zo gan-ez, eme-z-han. Doue a zo e pep leac'h hag a anavez hon oberiou ar re guzeta. Breman ne garfenn ket ober ar pez a vennenn ober bremaik, gwel e ve gan-en dibri boed seac'h (7). (1) Un jour qu'ils étaient tout seuls au logis.. (2) Pourvu que personne ne nous voie. (3) Je ne le ferai pas, je ne veux pas. (4) Ne crains rien. (5) Marguerite aux cheveux rouge. (6) Je suis peinée de t'entendre parler ainsi. (7) Du pain sec. AR MAP MAD Eunn den pinvidik o veza eunn nebeut klan, a c'halvaz he dud ; hogen ne zeuaz den ebed. Neuze e tigoraz ann or hag e welaz he vevel pehini a oa azezet enn eur gador-vreac'h (1). Kousket mik e oa hag enn he gichen ki bian ann aoutrounez kousket evel-t-han ; ho daou e tiroc'hent gwell-pe-well. Tostaat a rea ouz ar mevel evit he zihuna, pa welaz eunn tamm paper e-tal he dreid hag e savaz anezhan diwar ann douar. Eul lizer e oa aberz he vamm (2). Ar vamm baour-ze a drugarekae he map evit ann arc'hant en doa digaset d'ezh'i diwar he goumananchou (3). Ann aotrou goude beza lennet al lizer a dennaz eur skoed-bennak euz he c'hodel hag ho lekeaz e hini ar mevel hag ez eaz kuit goustadik hep nep trouz. Pa oe en em dennet enn he gampr, ann aotrou a c'halvaz a nevez he vevel gant eur vouez ker kre, ken a zihunaz enn eunn taol. — Gwall bell oud bet kousket, eme-z-han. — Ar mevel enn eur zigarezi a lekeaz he zourn enn he c'hode! hep taol evez (4). Raktal e teuaz ker glaz hag ar maro ha choum a reaz mud. — Petra a c'hoarvez gan-ez ? eme ann aotrou. — O va aoutrou mad, eme ann den iaouank, oc'h en em deurel d'ann daoulin, tud zo hag ho deuz c'hoant d'am c'holl, rak a beleac'h e leu ann arc'hant-man e m'ounn o paouezkaout (5) em godel ? n'ouzoun doare. — Va mignon, eme ann aotrou, ne ouel ket : digant Doue e teu d'e-omp pep mad, gant-han eo oud bet paeet (6). Dre-ze e c'hourc'hemennann d'id kas ann arc'hant-man d'az mamm, enn eur ober va gourc'hemennou d'ezhi. Ouc'hpenn-ze lavar d'ezhi ekarann he mad ha da-hini (7). Ann den iaouank a drugarekeaz he vestr mad hag ez eaz er meaz. Braz e oa he levenez. (1) Dans un fauteuil. (2) C'était une lettre de sa mère. (3) Sur ses gages. (4) Sans y penser. (5) Que je viens de trouver. (6) Tu as été récompensé. (7) Je veux lui faire du bien et ft toi aussi, DOUE Eur bugel a zoujans Doue a lavare aliez d'eunn den divadez : n'euz nemet eunn Doue hepken ; hen eo en deuz krouet ann env hag ann douar, hen eo a laka ann heol da sevel, hen eo a laka ar glaoda goueza war ann douar. Doue a anavez hon holl oberiou, hon holl venosiou ar re guzeta ; hen a selaou hor pedennou. Gant-han e vezimp kastizet pe paeet(1). Ann idolou-man a azeulitne d-int nemet douar ; dre-ze ne hellont hor gwelet nag hor c'hlevet, ne hellont ober d'e-omp na drouk na vad. E-keit-se ar pagan a zistroe he ziskouarn diwar ar wirionez. Eunn deiz ar bugel a dorraz ann idolou holl nemet unan, ar brasa e oa. Pa zistroaz d'ar gear, ar pagan o welet kement-se a savaz war he ellou : penaoz oud-teken dievez, eme-z-han, da derri va Doueed. — Ne d-eo ket me eo, eme ar bugel, ann idol braz eo en deuz torret ann idolou all bihanoc'h evit-han. — Eur gaou a leverez, eme ann den divadez, o lammout gant ar bugel, biskoaz n'her gweliz o flacha, fallakr m'az oud ! te eo ec'h euz torret va Doueed, me as lakai da vervel a daoliou baz enn abek d'az fallagriez, — Komzit hep tana (2), me ho ped, eme ar bugel. Dic'halloudek eo hoc'h idol, war a welann, ma ne hell ober ar pez am euz great, me bugel diners. Penaoz eta en divije-hen krouet ann env hag ann douar? Ar pagan o klevet kement-se a dorraz ann idol a choume enn he za hag a lavaraz d'ar bugel : ar wirionez a zo treac'h d'in, eme-z-han enn eur stoui d'ann daoulin evit meuli ar gwir Doue ; m'hen ansav breman, n'euz nemet eunn Doue hepken, Doue holl-c'halloudek pehini en deuz krouet ann env hag ann douar. (1) Châtiés ou récompensés. (2) Ne vous emportez pas. AR GLAO Eur marc'hadour o tont diouz ar foar(1), gant-han eur ialc'had vad a arc'hant, en em glemme penaoz Doue a gase glao stank. Glao a rea a c'hoari gaer, evit gwir, gleb dour, e oahe zillad (2). Pa oe deut war lez ar c'hoat, e oe tost d'ezhan mervel gant ann aoun pa welaz eul laer war benn ann hent, he fuzil enn he zourn. Al laer-ze a falvezaz d'ezhan leuskel eunn tenn fuzil evit laza ar marc'hadour. Abers Doue n'her greazket : ker gleb e oa ar poultr ken a davaz ar fuzil (3) hag ar marc'hadour enn eur gentraoui he varc'h a choumaz beo. Pa oe distroet d'ar gear, ar marc'hadour a lavaraz d'he vugale : perak en em glemm euz a Zoue dre ann abek ma kas glao stank ; ma vize bet kaer ann amzer, e oa breman great ac'hanoun, maro ien e vijenn breman. (1) Qui revenait de la foire. (2) Ses vêtements étaient traversés par la pluie. (3) Le fusil rata, le coup ne partit pas. AR WEZEN DERO Eunn deiz daou zen iaouank a zeuaz dirak ar barner. Unan anezho a oa hanvet Jann Habask hag egile Paol Toulek. Aotrou, eme Jann, enn eur drei ouz ar barner (1), chetu me deut d'ober klemm. Pliget gan-e-hoc'h, me ho ped, goulenn digant Paol e peleac'h e ma ar bizou a zo bet fiziet enn-han abaoue tri bloaz zo (2) pa'z iz d'ann Naounet. Breman e tinac'h he asrei d'in (3). — Biskoaz, aotrou, m'hen tou, a lavaraz Paol d'ar barner, biskoaz n'am boe netra digant-han. Trelatet eo, diouc'h a welann, va mignon. Ne dleann tra d'ezhan. — Jann, eme ar barner, galvit eur re da dest (4). — Allaz ! aotrou, a lavaraz Jann d'ar barner, n'her grinn ket (5), rak ne oa den war bon tro pa guitaiz va mignon, ne oa nemet eur wezen dero e kreiz ar park. — M'hen tou war va ene, n'ouzoun petra a lavar he-man, eme Paol, rak ne anavezann ket ar wezen dero nag he vizou kennebeut. — E gaou ec'h euz touet er c'hiz-ze, eme Jann Habask, m'hel lavaro da neb a garo. Neuze ar barner o sevel diwar he gador a lavaraz evelhen : Jann, ke d'ar park-hont, ke da gerc'hat eur vranken euz ar wezen dero,me her gourc'hemenn d'id. Evid oud-te, Paol, choum aman ken na vezo distroet Jann. Jann o veza eat enn hent (6), ar barner a lavaraz da Baol abars nemeur goude : Petra ra Jann eta ma tale keit da zont ? Paol, ke da welet ma ne zeu ket enn dro (7). — Heb estlamm, aotrou, eme Paol, ac'hann da bell amzer ne zeuio ket enn dro, bez'ez omp diou leo diouz ar wezen dero (8) . Den fallakr hep feiz (9) ma'z oud ! eme ar barner ; eiir fais ledouet ec'h euz great, o veza ma anavezez ar wezen dero. M'her gwel ervad breman, ar bizou a zo bet fiziet enn oud. Paol enn eur ouela a zistolaz ar bizou. Evit he gastiza, ar barner a stagaz anez-han epad diou heurvez ouz eur wezen dero e kreiz al leur-ger hag a-uz he benn e lekeaz eur skritel braz war behini e lenned ar geriou-man : ann den-ze zo eul laer. (1) En se tournant vers le juge. (2) Il y a trois ans. (3) Me le rendre. (4) Appelez vos témoins, (5) Je ne puis faire cela. (6) S'étant mis en route. (7) S'il ne revient pas. (8) Nous sommes à deux lieues du chêne. (9) Homme méchant et sans foi que tu es ! ANNAHIK MERCH DA EUR CHERE PAOUR Eur soudard mac'hagnet, nemet koz dilad fall war he dro (1), a oa dalc'het gant eur bar klenved. Ne oa mui evit mont pelloc'h enn he hent (2) hag e renkaz mont da gousket e solier ann ti kenta a gavaz. Annahik merc'h euz ann ti a iea bemdez d'he welet hag a roe d'ezhan eur gwennek pe zaou. Eunn deiz ar soudard koz a lavaraz d'ezhi : me am euz klevet, va merc'hik, penaoz da dud a zo dizanvez, lavar d'in eta a be leac'h e teu ann arc'hant-man, rak gwell e ve gan-en mervel gant ann naoun evit kaout eur pez arc'hant ma savche rebech enn-oun (3). — Neb aoun, eme Annahik, va arc'hant a zo leal, kredit se. Diwar sav ar skol (4), bemdez e tastu-mann sivi pere a werzann d'ann aotrou'r person, den mad meurbed. Ac'hano e teu va arc'hant. Va zad her goar ervad ; da eo gant-han va gwelet oc'h ober kement-se hag a lavar aliez d'in : kalz a dud a zo izommekoc'h evid omp, dre-ze e tleomp ober vad d'ezho muia ma hellomp. Ar soudard koz enn eur ouela gant levenez a lavaraz d'ar verc'hik : Annahik, bennoz Doue gan-ez ! Plijet gant Doue hen talvezout d'id ha d'az tud ive. Rei d'ar paour aluzen aliez Ne ziverreaz biskoaz ann danvez. (1) Couvert de haillons. (2) Il ne pouvait plus continuer sa route. (3) Si ma conscience devait me le reprocher, (4) Quand l'école est finie. ANN TAD KOZ HAG HE VERCH-VIHAN Eunn deiz, n'euz ket pell, pa edoun o vale war ann hent braz kichen Gwipavaz, e weliz eunn den hir-hoajet (1) gant-haneur verc'hik goant wardro daouzek vloaz ; Mac'haridik he hano. — Enn hoc'h eaz, tad koz, eme-z-hi, likit ho tourn war va skoaz (2). Gwall skuiz oc'h hirio, greomp eunn diskuizik ma hoc h euz c'hoant, abars nebeud e vizimp arruet. — Gwir eo-se, Mac'haridik, eme ann tad koz, ne vezo ket pell e vezimp arruet (3). Allaz ! va Doue, paneved-te, va merc'hik, ne rafenn ket (4). Te eo a zo va skoazel em gozni (5) ; bemdez e teuez gan-en endra e ma da dad gant he labour enn he bark, te eo a zigas boed d'in pa ounn dalc'het war va gwele. Gant Doue e vezi paeet, Mac'haridik, eur galoun vad ec'h euz. Doue a gar ar vugale a enor ar re goz. Eur pennadik goude-ze, ann tad kôz o veza diskuizet a ieaz d'ar gear he zourn war skoaz Mac'haridik. Kerkent ha ma oent gwelet, ann ozac'h (6) a lavaraz d'ezho : chetu ni oc'h ho kortoz, vazad, deomp da zibri hor pred-boed, mar kirit. — A galoun vad, eme ann den koz, deomp da zibri hor pred-boed. C'hoantek her grinn (7) rak ne d-ounn ket divlaz, a drugare Doue. Mac'haridik, deuz da azeza em c'hichen. Sell, va map, eme-z-han, enn eur drei ouz ann ozac'h, ar verc'hik-man a dal va eal mad (8). Dre-z-hi va poaniou a zo bihan dra, dre-z-hi va c'hlenvejou a zo skanvoc'h. Doue a bedinn evit ma tistolo war-n-ezhi ar mad e deuz great d'in. Neuze kemend hini a ioa eno a lavaraz enn eur vouez : tad koz, pedit ive evid omp, rak bennoz eunn den koz ne noaz morse. Pa ho doe debret ho gwalc'h (9), Mac'haridik a falvezaz d'ezhi kas he zad koz d'he gampr enn tu all d'ar porz. Mont a rejont ho daou breac'h-ha-breac'h enn eur divisa gwell-pe-well ken euruz e oant. — Noz vad, tad koz, eme Mac'haridik, hag e pokaz d'ezhan a raok mont da gousket. (1) Très âgé. (2) Appuyez-vous sur moi. (3) Nous arriverons avant peu. (4) Je ne pourrais le faire sans toi. (5) Tu es mon bâton de vieillesse. (6) Le mari, le chef de la famille. (7) Je le ferai volontiers. (8) Est mon ange gardien. (9) Quand ils eurent assez mangé. KROG EVIT KROG (2) Eur bugel dek pe zaouzek vloaz, hen gwall fall, edo o choum war ar meaz gant he dad, enn he vaner ; brava maner a oa er vro. Eunn deiz evel na wie petra da ober evit diverraatann amzer, e lekeaz enn he benn dastum ar vugale tro-war-dro. Goude kant ha kant tro fall (2), pa oe goullo he sac'had bourd, e vennaz ho lakaat ouz eur c'harr bihan evid he c'harrea evel pa vijent bet kezek. Evel ne garent ket ar c'hoariou er c'hiz-ze, ar vugale a voudaz etre-z-ho. Ar blener bihan o veza klevet kement-se a roaz taoliou fouet d'ezho enn eul lavaret : kerzit'ta, va c'hezek daou-droadek. Ar vugale baour a garme hag a ouele ; kement-se ne dale netra d'ezho (3), rak ar blener didruez a c'hoarze a boez-penn hag a skoe gant-ho gwell-pe-well. Goude kement a zrougiez ann aotrou bihan ne choumaz ket digastiz a drugarez Doue. Antronoz ar vugale en em zastumaz evit he lakaat he-unan ouz ar c'harr ; ar pez a rejont. Ann hini kreva, ar fouet enn he zourn a lavaraz d'ezhan : pep-hini d'he dro, aotrou bihan, krog evit krog. Kerz'ta, marc'h daou-droadek pe me dapo ar vaz gan-ez (4). Kaer en doa gouela, ar vugale a rea goap anezhan. Pa oe distaget, ar bugel a ieaz da gavout he dad d'ober klemm (5). War gement-se ann tad a c'halvaz anni holl vugale hag a c'houlennaz digant-ho petra oa bet etre-z-ho. Hogen unan anezho a lavaraz evelhen : aotrou, bemdez omp kannet gant ho map ; great hon euz d'ezhan egiz ma rea d'e-omp. — Bevez eo, eme ann tad, enn eur zistrei ouz he vap ; ar re fall, ar pez koun, ar re fall a zo kastizet abred pe zivezad. Mar fell d'id beza euruz, bez fur ha mad diwar-vreman. War gement-se ann tad a c'hourc'hemennaz d'he vap mont da gousket. (1) A bon chat, bon rat, (2) Malices. (3) Cela ne leur servait à rien. (4) Ou bien je te donnerai du bâton. (5) Pour se plaindre. AR C'HI RED HAG AR MASTIN Eur c'hi red o vont d'ar gear ha gant-han eur banerad kik être he zent, a gavaz eur mastin treut-eskern (1) o klask boed. Penaoz'ta, eme ar mastin, ha te zo klan ? war iun e m'oud gant dabanerad kik ? eleal me n'ounn ket ken diot se (2), p'am euz peadra me a ra fest. Kof braz a rafenn ma venn enn da leac'h. Gra evel-se ; p'as pezo debret da walc'h (3), me a zebro eunn tamm ive. — Petra a leverez-te? eme ar c'hi red, kuzuliou er c'hiz-ze a zo mad evit da genseurded ; etre-z-hoc'h c'houi ar re wella ne dalont netra. — War gement-se ar mastin enn eur ober gwall sellou a lavaraz d'ar c'hi red : tao, lanchore bras, tao evit ar gwella. — Da c'hourdrouzou n'am spountont ket, sac'had eskern (3), eme ar c'hi. Evit oun-me, me a fell d'in becza féal, eme-z-han skrignet he zent gant-han ; difenn a rinn ann dra a zo bet fiziet enn oun. Pa oe distroet d'ar gear, ar mestr a zorlotaz he gi feal hag a roaz d'ezhan eunn tamm mad-bennak. Dleet e oa kement-se d'ezhan. (1) Maigre jusqu'aux os. (2) Je ne suis pas si sot que cela. (3) Quand tu seras rassasié. (4) Injure, grand efflanqué : mot à mot : sac rempli d'os ANN AVALOU-ORANJEZ Bez'e oa gwechall eur marc'hadour pehini en doa eur map wardro pevarzek vloaz ; habask ha diantek e oa dreist ann oll vugale. He vignoned ervad aoa dishevel bras. Ann tad welet kement-se a c'halvaz ar bugel hag a roaz d'ezhan eur c'huzul mad-bennak gant aoun na zeufe he vignoned da zaotra he galoun. Diskouez skler a reaz d'ezhan peger fall eo darempredi bugale fallakr hag hen aliaz da zilezel he vignoned. Perak e fell d'e-hoc'h-hu, va zad, va lakaat da zilezel va mignoned, eme ar bugel? Perak ne rit-hu ket stad anezho? rak fur int pe ne vezo den. A-hend-all, ma ne vent ket, me a oufe ho lakaat da vont war wellaat (1) enn eur rei d'ezho skouer vad, eme-z-han hep distro, ker frank e oa a galoun. Ann tad pehini a oa glac'haret o klevet he vap komps evel-se, ne lavaraz ger evit rei d'ezhan da gredi ez oa dizoan (2). Eur sulvez ar bugel o veza eat da bourmen gant he vamm, ann tad a lekeaz enn he gampr vihan eur banerad avalou-oranjez hag enn ho mesk daou pe dri aval-oranjez brein. Ar bugel o welet kement-se a drugarekeaz he dad hag a lavaraz d'ezhan : penaoz'ta, va zad, e mesk ann avalou-oranjez kaer-man hoc'h euz lekeat re all brein. — Neb aoun, va map, ar re vad a wellai ar re a zo eat da fall (3). — Ne vennann ket evel-se, eme ar bugel, ar re vrein, war va menoz, a lakai ar re vad da vont da fall evel-d-ho. — Neb aoun, va map, neb aoun, va selaou, n'ouan ket dic'houzvez ; pelloc'h e wellimp mar-d-e ma ar wirionez gan-en. Da c'hortoz (4), e lakaimp ar banerad avalou-oranjez ebarz ann armeler. Abenn pemp pe c'houec'h dervez goude-ze, ar bugel a zirezaz ar banerad avalou-oranjez. Pebez glac'har! ann avalou-oranjez holl a oa eat da fall.— M'her wie ervad, eme ar bugel, ar re vrein ho deuz lekeat ar re vad da vreina evel-d-ho. Selaou, va map, eme ann tad, n'ounn bet souezet gant se. Me am euz he c'hreat evit ma teufez da boella ar pez am euz iavaret d'id diwarbenn da vignoned. Dalc'h mad ar geriou-man : neb a zarempred ar re fall a zeuio abars nemeur da veza fali evel-d-ho. Bez fur diwar-vreman, tec'h diouz ann darempredou fali gant aoun na zeufent da zaotra da galoun. Ar bugel a lekeaz ar c'helen-ze da dalvezout, rak dilezel a reaz he vignoned. Evid hoc'h eo, bugale, am euz savet ar c'helou-man (5). Likit al lavar-man doun en ho penn : dibaot eo ma weleur [6) ar re fall o vont da wellaat etouez ar re vad ; hogen ar re vad en em goll mar teuont da zarempredi ar re fall. Chetu aman warlerc'h evit diskouez (7). (1) Je saurais les rendre meilleurs. (2) Qu'il était sans inquiétude sur son compte. (3) Celles qui sont gâtées. (4) En attendant. (5) Ce conte. (6) On voit rarement. {7) En voici un exemple ci-après. ANN DAOU VREUR Daou vreur a oa o choum e Lanniliz, e Breiz-izel, merourien e oant. Unan anezho a oa hanvet Euzen hag egile Maze ; peb a c'hrek ho doa (1). Ne oant ket pinvidik, pell aze. Ho aotrou pehini a gare ann dud diwar ar meaz, a roaz kant skoed d'ezho war zistol evit ho lakaat da brena teil ha traou all. Pep tra a iea da vad, ken a roaz d'ezho ho aotrou evit ho c'hentraoui eul lizer-merket evit triouec'h bloaz. Abenn tri bloaz e weled ann daou vreur o -tont e ti ho aotrou, etro goel Mikeal ha gant-ho arc'hant d'he baea. Gwellaat ho doa great ho douarou o tigeri lanneier, o tisec'ha prajeier dourek, o vaga saout ha moc'h, o prena teil, o planta gwez. Kas a reant ho bugale d'ar skol. Pep tra a iea evit ar gwella ; euruz e oant. Daou pe dri bloaz goude-ze, Euzen a ankounekeaz he laboriou hag ann aotrou a c'halvaz anezhan d'he gavont evit he densa. Euzen mezek holl a roaz he c'her e kuitafe he wall vuez. Allaz ! ar paour keaz, o veza ma taremprede tud fall, a zeuaz da veza fall evel-d-ho. War zigarez mont da welet tud klan, rak eunn tammik louzaouer e oa (2). Euzen a rede tu-ma tu-hont oc'h eva gwin, ha guin ardant ken klenvel (3). Pa zistroe d'ar gear kalarek holl he zilad, Euzen a ganne he vugale, a groze he c'hrek hag he vreur pa reant kelen d'ezhan. Maze a oa mantret gant se, rak ne oa ket evit ober (4) all labouriou holl. Tri bloaz oa n'ho doa ket paeet ho dleou ha douarou ho ziegez à iea da fall. Goude kant ha kant kelen, pep tra o choum er c'hiz-ze, ann aotrou a gasaz ar barner gant gourchemenn evit ho c'has-kuit. Ar pez a reaz. (1) Tous doux étaient mariés. (2) Car il était un peu médecin. (3) Jusqu'à se rendre malade. (4) Car il ne pouvait faire tout seul les travaux de la ferme. AR VALAFEN HAG HE RE VIHAN (1) Etro ann abardaez, eur valafen o tournija tu-ma tu-hont ha gant-hi he re vihan war he lerc'h, a lavare d'ezho : ne dostait ket ouz ar flamm a sav a-hont ; bemdez e weleur balafennou o vervel dre ne daolont evez. Likit'ta evez mad, tec'hit out-han pella ma hellot. — Ar balafennouigou a a roaz ho ger d'ho mamm e sentfent out-hi. Eunn deiz pa edo ar vamm o tiskuiza e mesk ar bleun, eur valafen iaouank a zeuaz da lavaret (2) : pe evit tra ma e deuz va mamm gourc'hemennet d'in tec'het pell diouz ar flamm-hont. Peger kaer eo ! Skedi a ra evel ann heol. Ar re goz, evit gwir, a zo re aounik, lammout a reont rak ho skeud hag aliez-braz e krenont gant traou dister ha bihan. Enn eur ho c'hredi war ho c'hompz (3), e ve red d'e-omp choum hep finval hed ann deiz. Deomp'ta da welet. War gement-se ar valafennik dievez a dosta ouz ar flamm enn eur ober he c'hanfardez. Mad ! eme-z-hi, gant gwir abek e lavarenn ez oa re aounik ar re goz. Tomder ar flamm a ra vad d'in. Deomp tostoc'h. Dre-ze enn eur ober he fenn, e tosteaz mui-oc'h-vui ken a gouezaz e kreiz ar flamm hag e oe rostet. (1) Et ses petits. (2) Se dit à lui-même. (3) A les en croire. GWILHERM PAOTR ANN DENVED HAG AR BLEIZ Eur weach e oa eur paotr-denved pehini a gare ober bourdou d'ann dud diwar ar meaz ; Gwilherm oa he hano. Eunn deiz e lekeaz enn he benn spounta he amezeien. Chetu hen'ta o krial a-boez-penn : sicour! sicour (1) ! ar bleiz war ar saout (2) ! Pa he glevchont o krial evel-se, ann dud a zilezaz ho labour hag a laoskaz ho chas er-meaz ; pep-hini a redaz gant-han he forch enn he zourn, — Peleac'h e ma ar bleiz ? eme-z-ha. — Hogen Gwilherm a lavaraz d'ezho : eunn huvre hoc'h euz bet, va Eud, eme-z-han enn eur c'hoarzin a-boez-penn. Unan etouez ann dud vad-man a vuanekeaz ha Gwilherm a lavaraz d'ezhan : den fall ma'z oud ! penaoz! ha red eo d'id-te buanekaat pa lavarann ne-d-eo ket en em ziskouezet ar bleiz. Ha te garfe michans (3) he welet e touez ann denved ? Evid oun-me ne vennann ket evel-d-oud, pell a ze (4) ; breman e m'ounn o c'hoarzin pa ouzoun ez eo ar bleiz pell ac'hann. Ar geriou-man a lekeaz ann dud da c'hoarzin hag ann holl a ieaz d'ar gear enn eul lavaret : bourdet kaer omp bet gant-han evit ar weach genta ; diwar-vrenian ne vezimp ket ken diot se (5). Abenn eur miz-bennak goude-ze, Gwilherm gant he zenved etal ar c'hoat a welaz ar bleiz o tont d'ann traoun. Enn eunn taol al loen kriz a lammaz gant eunn oann hag he ziskolpaz gant he zent lemm. Neuze Gwilherm da grial a-vad : sikour ! sikour ! ar bleiz war ar saout! — Kaer en doa krial, ne zeuaz den ebed hag he breiz a ieaz gant ar bleiz (6). Gwilherm glac'haret a zistroaz d'ar gear. Pep-hini oc'h he welet a lavare d'ezhan : petra zo c'hoarvezet gan-ez, Gwilherm, ker glaz oud hag ar maro ? — Peger kalet eo kaloun ann dud, eme-z-han ; ar bleiz zo deut ha me am euz ho kalvet a-boez-penn, hogen n'oc'h ket diredet. — Va mignon, eme unan anezho, c'hoarvezet eo bet kement-se dre da giriegez : bourdet omp bet gan-ez, n'euz ket pell, ankounac'heet ec'h euz kement-se? Ann dra-ze a ziskouez skler d'id penaoz eur gaouiad, ha pa lavarfe ar wirionez, ne vezo ket kredet gant den ebet. Bez'ez euz eul lavar koz evelhen : Liez a iveach e tap he fall Neb a gustum bourd'ar re all. (1) Au secours ! (2) Au loup ! (3) Tu aimerais mieux, peut-être. (4) Il s'en faut. (5) Nous ne serons pas si sots. (6) Le loup emporta sa proie. AR WENANEN HAG AR VALAFEN Eun tad en doa daou vap. Unan anczho a oa hanvet Iann, den iaouank aketuz d'he labour. Egile ervad, Per a read euz a he-man (1), ne gare nemet c'hoari. Eunn deiz, goude lein, pa edont ho zri o vale war ar meaz, adreuz dre ar prajeier goloet a vleun, e welchont eur wenanen hag eur valafen. — Deuz aman, Per, eme ann tad ; lavar d'in, penaoz e c'halveur ann daou amprevan askellek-ze? Hag int-hi hevel ann eil ouz egile? — Pell a ze, eme ar bugel, dishevel-braz int. Ar wenanen ne skuiz morse o labourât, poania a ra bepred ha rei a ra d'e-omp mel mad ha c'houek. Ar valafen ervad a zo skanv ha didalvez ha ne oar nemet braga ha skournija. Mad evel-se (2), eme ann tad. Pehini eo'ta ar wella? — Ar wenanen eo, war ar menoz, n'euz heveledigez ebet etre-z-ho, eme ar bugel. — Da eo gan-en, va map, oc'h da glevet o komps evel-se (3). Ar wenanen eo ar wella anezho ho diou, ann dra zo skler hag anat, evel a lèverez. Dre-ze, gant gwir abek, e rez muioe'h a stad (4) euz ar wenanen eget euz ar valafen. Lavard'in, perak'ta e rez-te diouz ar valafen (5)? Ne garez evel-t-hi nemet c'hoari, ken oud bet leshanvet Per-valafen (6). Bez furoc'h hag aketusoc'h diwar-vreman. Enn eur ober diouz ar wenanen, e teui da veza prizet evel-t-hi. (1) On l'appelait Pierre. (2) Voilà qui est bien parlé. (3) Je suis aise de l'entendre parler ainsi. (4) Tu fais plus de cas. (5) Pourquoi fais-tu comme le papillon. (6) Pierre-papillon, étourdi comme un papillon. AR BUGEL O C'HOULEN TRUGAREZ DIGANT HE VAMM Eur bugel oc'h ebata enn eur verjez, a welaz avalou hag a falvezaz d'ezhan dibri anezho. He vamm ne aotreaz ket kement-se veza ne oant ket dare awalch. Neuze ar bugel o teari (1) hag o tripa gant ar vuanegez a lavaraz d'he vamm kompsiou seac'h ha c'houero, ken ne oe evit miret da ouela (2). Ann dud holl a ioa eno a oe glac'haret enn eur welet kement-se. Eur pennadik goude-ze, pa oent distro d'ar gear, ar bugel a zastumaz ann holl amezeien hag o veza en em daolet d'ann daoulin dira-z-ho, e c'houlennaz trugarez digant e vamm. Pep den a hell fazia, eme-z-han, ann daelou enn he zaoulagad ; hogen al lezen gristen a ziskouez d'e-omp penaoz e tleomp en em wenna. Dre-ze eo am euz dastumet ac'hanoc'h, evit diskouez d'e-hoc'h petra eo va glac'har hag evit ma teufach d'ober trugarez d'in. Neuze e pokaz d'he vamm hag evit en em wenna a-grenn, e reaz eur binigen rust ha kalet. (1) Se mettant en colère. (2) Qu'elle ne put s'empêcher de pleurer. AL LEON ANAOUDEK Bez'e oa gwechall enn Afrika eur sklaf, Androklez he hano, a dec'haz diouc'h ti he vestr ; kriz ha digar e oa he-man. Ar mestr a c'hourc'hemennaz d'he dud redek war he lerc'h evit kregi enn-han hag hel lakaat da vervel. Evit diwall diouz ann dud-ze, Androklez en em dennaz enn eur c'havarn e kreiz eur c'hoat. Abaoue daou zervez n'en doa debret tamm. Ar skaf skuiz-braz a azezaz war ann douar da ziskuiza. Ne oa ket c'hoaz peur-azezet (1) pa welaz eul leon o tont a-eeun d'ezhan. Androklez a falvezaz d'ezhan tec'het ; n'en doe ners da sevel hag e kouezaz a-c'houen he gorf. Al leon kammik-kamm a dosteaz out-han enn eur ziskouez d'ezhan he droad goloet a oad. Ar sklaf karantezuz goude beza gwalc'het ar gouli a welaz eunn tamm spern enn he droad hag he dennaz er-meaz. Neuze al leon enn he gourvez (2) a gouskaz mik e kichen he vad-oberour. Eno e vevchont ho daou a hed tri bloa vez hep nep droukrans. Al leon a iea bemdez da glask boed hag Androklez a rea al lodennou. Eunn deiz pa edo eat al leon da breiza, Androklez a dec'haz kuit ; skuiz e oa o veva er c'hiz-ze. Ar sklaf paour a redaz tu-ma tu-hont epad daou zervez hep gouzout a be du trei. Neuze archerien a welaz anezhan hag a grogaz enn-han. He gas a rajont da gear. Eno ar sklaf paour a oe anavezet gant he vestr pehini a c'hourc'hemennaz he deurel d'al loened gwez da zibri (3). D'ann deiz merket, Androklez a oe kaset d'eur c'hloz braz e pehini e oa kals a loened gwez ha fero hag enn ho zouez eul leon braz-meurbed. Enn eur welet al loen kriz, pep-hini a grene gant ar spount ; he zaoulagad a lugerne evel glaou tan, trouz he vouez (4) a oa euzuz. Gwa da neb a gredfe tostaat ouz he skilfou. Peger souezet e oent pa welchont al leon o tostaat goustadik ouz ar sklaf enn eur hija he lost hir lipa enneur lipa he zaouarn evit diskouez he levenez. Enn eur welet kement-se pep-hini a oe abafet hag ann holl enn eur vouez a c'houlennaz buez Androklez (5). Pennou ar vro o veza klevet ar pez a oa c'hoarvezet a c'halvaz Androklez dira-z-ho hag a c'houlennaz digant-han petra e oa kement-se. Goude m'ho doe klevet he vuez, e rejont trugarez d'ezhan. Ouc'hpenn-ze, rei a rejont d'ezhan al leon hag e denna a rejont euz a sklaverez. Enn eur welet Androklez o tremen hag al leon d'he heul, peb-unan a lavare : chetu al leon en deuz digemeret ann den, chetu ann den en deuz pareet al leon klan. (1) A peine était-il assis. (2) Etendu de son long. (3) De le jeter en pâture aux bêtes sauvages. (4) Le bruit de sa voix, ses rugissements. (5) Demandèrent la grâce, la vie d'Androklès. AR VAMM A ZOUJANS DOUE HAG HE MIPIEN Eunn intanvez goz, klanv ha diners ne oa mui evit mont (1) d'ann iliz da selaou ann oferen. Eunn deiz e lavaraz d'he mipien : da ve gan-en ma hellfenn mont hirio d'ann iliz. Allaz ! pell ac'hann eo ar vourc'h. Allaz! klanv ha diners ne hellann mont beteg eno. He mipien gwir gristenien evit diskouez ho c'harantez d'ho mamm, en em guzuliaz etre-z-ho hag o veza staget daoubann-kravaz ouz eur gador-vourel, e tougjont ho mamm d'ann iliz. Ann dud a dremene (2) a oa souezet braz gant se ; oc'h ho gwelet o tremen, pep-hini a skigne bleun war ann hent enn eul lavaret : pegenn deol eo ar vamm-ze ! Pegenn mad eo he mipien ! Doue a skulaz he vennoz war ann dud vad-man. (1) Ne pouvait plus aller. (2) Les passants. AR VOESTL Enn amzer a zo tremenet Soizik goz a ieaz da gavout eul lean a oa o choum enn eur c'hoat tost ac'hano. Chetu me deut aman, eme-z-hi, roit d'in eur c'huzul. Gwall fall ez a ar bed gan-en, gwasaat a ra va zra ha va danvez a ia da goll (1). Petra rinn-me (2) ? Me ho ped. Al lean a reaz eur goulenn-bennak out-hi. Goude-ze e roaz d'ezhi eur voestl vihan serret kloz : red e vezo d'e-hoc'h, eme-z-han, teir gweach bemdez, teir gweach bemnoz, mont enn ho kegin, enn ho kao hag enn ho marchosi, gan-e-hoc'h ar voestl-man enn ho tourn. Grit evel-se e kement korn a zo enn ti (3), maram c'hredit ; ne zaleit ket. Abenn eur bloaz ac'hann, e tigasot ar voestl-man d'in. Soizik goz a reaz ar pez a oa bet gourc'hemennet d'ezhi. Antronoz, lunedou koz war he fri, ez eaz ebarz ar c'hao. Peger souezet e oe pa welaz ar mevel oc'h eva sistr (4) beteg ar moug. Wardro ann hanter-noz ez eaz ebarz ar gegin. Eno e kavaz he matez oc'h ober fest gant eur plac'h all mignounez d'ezhi. Kof braz ho doa great goude pilat boed a c'hoari gaer. Er c'hraou, er marchosi pep tra a oa mesk e mesk. Gwall gouziet e oa ar c'hraou dindan ar saout (5), ar c'hezek a oa gwall skrivellet, paotrik ar marchosi a oa meo mik. Enn eur ober evel-se, Soizik a zeuaz da anaout hep dale pep gwall voaz. Abenn eur bloaz e tistroaz d'al lean koz enn eur zigas ar voestl d'ezhan : me a garfe he derc'hel pelloc'h, eme-z-hi ; eul louzou mad a zo enn-hi. Al lean o c'hoarzin a lavaraz d'ezhi : evit ar voestl-man n'ho pezo ket pelloc'h ; rei a rinn d'e-hoc'h ar pez a zo enn-hi. veza'ta digoret ar voestl (ne oa enn-hi nemet eunn tammik paper), al lean al lennaz evelhen : lagad ar mestr a larda ar marc'h. (1) Mes affaires vont très-mal, mon bien dépérit et ma fortune s'anéantit. (2) Que dois-je faire? (3) Dans tous les coins de la maison. (4) Buvant du cidre. (5) Les bestiaux manquaient de litière. AR FURLUKIN Eunn tremeniad, hen brao gwisket, a zeuaz eunn deiz ebars ti eunn tavarnier diwar ar meaz, tostik d'ar marc'hallac'h e oa. Ne oa ket c'hoaz peur-azezet (1), pa savaz diwar he skabel, ann drouk dent a oa gant-han. Ann dud holl a ioa eno,a zeuaz enn dro d'ezhan oc'h he glemma a galoun vad. E keit-se eur furlukin o tont ebars ann ti, a c'houlennaz petra e oa se. Pa glevaz penaoz ann tremeniad o oa klanv gant ann drouk dent, ar furlukin oc'h hija he benn, a zigoraz eur voestl hag a lavaraz d'ann den klanv : aotrou, chetu aman eur poultr dreist ar re all ; e berr amzer e viot gwell. Awalc'h e vezo hel lakaat gant penn ho piz war ho dant a boaz (2). M'her gwerz daou real. Ann tremeniad o veza great ar pez a oa bet gourc'hemennet d'ezhan a lavaraz raktal : o va Doue, ann drouk a zo eat digan-en. Goude-ze e roaz eur pez arc'hant d'ar furlukin oc'h he bidi da zont da zibri eunn tamm boed gant-han. Kemend hini a ioa eno a zeuaz hep dale da brena ar poultr ken nerzuz-ze ; daou real a dale. Pa glevaz ann taol, louzaouer ar barrez, enn eur ober goap anezho a ziskleriaz skler d'ann oll penaoz ar poultr gwenn-ze ne oa nemet kreiz brevet. Evit an daou dremeniad, eme-z-han, a-unan e oant (3) evit gounid hoc'h arc'hant. M'her gwel breman : maro eo lann al leue, hogen kals a hered en deuz. (1) A peine était-il assis. (2) Sur la dent qui vous fait mal. (3) Ils s'étaient entendus, ils étaient d'accord. AR GAOLEN VRAZ Daou vicherour iaouank, Paol ha Gwilherm edo o vale breac'h ha breac'h war ar meaz ; eur zulvez vintin e oa. — Peger braz eo ar gaolen-ze, eme Paol enn eur he diskouez gant ar biz. — Ann dra-ze as laka souezet, eme Gwilherm, evid oun-me ne-d-ounn ket souezet o veza ma am euz gwelet eur gaolen ker braz ha ti ann aotrou person a welez a-hont — Badet ounn oc'h da glevet o komps evel-se, eme Paol. Koulskoude e teu da goun d'in penaoz am euz great, enn deiz-man penn blizen (1), eur gaoter a ioa ker braz hag hon iliz parrez. — Lavar d'in, me as ped, da betra e oa mad ar gaoter ker braz-ze. — He great am boa da lakaat da gaolen da baredi enn-hi. Gwilherm mezek - braz a lavaraz d'he vignon : m'her gwel breman ; a-ratoz ec'h euz lavaret kement-se evid ober goap ac'hanoun enn abek dam gaou. (1) Il y a un an aujourd'hui AR ZAE NEVEZ GREAT Goel ar mabik Jezuz o tostaat (1), ann itroun Koatmor e doa roet d'he merc'h eur zae seiz glaz. Derc'hent Nedelek, wardro ann noz digor, ar c'hemener a zeuaz da c'houzout hag hi a oa bet great hervez ar c'hiz. Enn eur baea he labour d'ar c'hemener, ann itroun a lavaraz d'he merc'hik : ien eo ann amzer hirio, va merc'h, ke da gerc'hat eur voutalad win ma kemero ar c'hemener eur banne da eva. Enaou ar goulou, rak noz eo. Abenn nemeur goude-ze, Luiza a zeuaz enn dro (2) war dastoun, gant-hi eur voutalad enn he dourn. Neuze e tiskargaz eur banne d'ar c'hemener. — Pegen trenk eo ho kwin, eme ar c'hemener, o tislounka ar braoued hag o stlapa ar werennad d'ann douar. Chetu aman ann abek euz a gement-se. Luiza ne doa ket great ar pez a oa bet gourc'hemennet d'ezhi gant ho mamm ; dre-ze e tigasaz eur voutalad liou du e leac'h eur voutalad win. Beo he goulou (3), ne vije ket faziet, He zae gaer a oe saotret penn-da-benn gant al liou du o strinka. Ken drant e oa da genta he levenez, ker braz eo breman he glac'har ! Ar paour kezik a ouele dourek, hogen he mamm a lavaraz d'ezhi : bevez eo (4), va merc'h, e c'hoarvez bepred evel-se gant ar vugale dizent. Te a wisko da zae goz da vont warc'hoaz d'ann iliz. (1) La fête de Noël approchant. (2) Louise revint. (3) Si la chandelle avait été allumée. (4) C'est bien fait. ANN TENSOR Daou zen diwar ar meaz, Iann ha Stevan, a zeuaz eunn deiz da gavout ar barner. Unan anezho a lavaraz evelhen : prenet am euz eur pez douar digant va amezek. Enn eur zigeri ann douar koz-ze, e kiviz eunn tensor. Chetu me dira-z-hoc'h, aotrou, da c'houzout mar dleann he viret. Hervez ar gwir ne dleann ket, o veza n'am euz prenet nemet ar pez douar hep-mui-ken. Hogen egile a lavaraz : evid ann aour-ze n'her c'hemerinn ket, kalounad am befe (1). Ma vije bet douaret gan-en, ne lavarann ket (2). Ouc'hpenn-ze, aotrou, va selaouit, me ho ped. Me am euz gwerzet ar pez douar-ze ha kemend a oa enn-han, hep diviz all ebed. Trouc'hit'ta ar c'houlm, renkit hon dra-ni (3), barner fur, ma anavezimp perc'hen ann tensor. War ma lavareur, lann, eme ar barner, ho map pennher a gar merc'h Stevan ; c'hoanteg int ho daou da zimizi. — Kement-se a zo gwir a lavaraz ann daou dad. — Pep tra veza e c'hiz-ze, tud vad ha leal, eme ar barner, chetu va menoz : dilezit ann tensor gant ho pugale evit ho lakaat da brena arrebeuri kaer. Ann daou zen mad, laouen meurbed, a ieaz timad d'ar gear da gas ar c'helou-man d'ho bugale. (1) J'en aurais des remords. (2) Ce serait tout différent. (3) Arrangez notre différend. AR PABAOUR Va mamm, eme Herried, me a garfe kaout eur pabaour d'he lakaat em c'haoued gaer. Me a lakai eur zeizen ruz enn dro d'he c'houzouk. — C'hoantek her grinn (1), eme ar vamm, m'ar fell d'id beza sentuz hag aketuz. — Me a rai diouz ho c'hoant, va mamm, kredit-se. Eunn deiz ar vamm a lavaraz d'he merc'h : mont a rinn d'ann iliz d'ober va feden, bremaik e vezin distroet. Arabad eo d'id digeri ar voestl-man a zo war ann daol. Mir na ri kement-se (2) o tremen va ursou, kalounad as pefe (3). — Hag hi enn hent. Pa oe eat ar vamm er-meaz euz ann ti, Herried a savaz ar voestl hag a lavaraz : peger skan eo ar voestl-man, petra zo enn hi ? He c'houzout a garfenn. Hag e sellas etre toull ann alc'houez (4) : ne welann gour, eme-z-hi, me welo ar pez a zo er voestl. Petra virfe (5) ? Eat e oa he ger gant ann avel. Kerkent great ha lavaret (6). Herried a zigoraz ar voestl a-enep gourc'hemenn he mamm. Peger glac'haret e oe ar paour kezik, ann daelou enn he daoulagad, pa welaz eur pabaour koant o sevel diouz ar voestl hag o nija d'ann neac'h gant kanaouennou (7). Pa oe deuet war he c'hiz, ar vamm a skandalaz he merc'h hag a lavaraz d'ezhi : merc'h dievez ha dizent ma'z oud ! dougen a rez da boan. Evid ar weach-man n'as tamallinn ket pelloc'h. Hogen az pez koun euz ar geriou-man : Doue a wel hag a oar pep tra hag ive hon oberiou ar re guzeta. Gant-han eo oud bet kastizet, rak ne garket ar vugale dizent. Bete warc'hoaz ne rinn pok ebed d'id. (1) Je le ferai volontiers. (2) Garde-toi de le faire. (3) Tu t'en repentirais. (4) S'étant mise à regarder par le trou de la serrure de la porte. (5) Pourquoi pas. (6) Aussitôt dit, aussitôt fait. (7) Prenant son vol en chantant. AR C'HI BIHAN Pep mad-ober, Doue hen talvezo d'e-hoc'h (l) abred pezivezad, C'houi her gwelo aman warlerc'h. Eunn deiz eur plac'h iaouank hanvet Agata awelazbugale o veuzi eur c'hi bihan. E kentel e teuaz Agata ; paket e oa al loen paour. Dre druez out-han Agata he brenaz hag her c'hasaz enn he zi. Ar c'hi bihan a gare stard he vestrez nevez hag e pep tro e talc'he mad d'ezhi (2). Eunn riozvez pa edo Agata gant he fedennou (3), abars mont da gousket, chetu ar c'hi feal oc'h harzal. Agata gant he goulou a reaz enklask hag a welaz eul laer a oa souchet dindan he gwele. Raktal e c'halvaztud ann ti hag al laer a oe dalc'het gant-ho ; hel akaat a rejont ctre daouarn ar barner. All laer-ze, diouc'h ma ansavaz, en doa lekeat enn he benn laza ar plac'h iaouank ha laera kement tra a oa enn he c'hampr. Agata a drugarekeaz Doue hag a lavaraz d'he amezeien : chetu eur c'hi bihan am euz prenet he vuez d'ezhan (4) n'euz ket pell ; paneved han e vijenn maro breman. (1) Dieu vous la rendra. (2) Il ne la quittait jamais d'un pas. (3) Pendant qu'Agathe disait ses prières. (4) A qui j'ai sauvé la vie. AR RAN HAG AR WESKLE Eur ran o vale war eunn hent nevez savet, a welaz eur weskle gourvezet enn heol, tal dor he zoull. Tra souezuz ! va mignounez, eme-z-hi, kement a skiant ec'h euz, perak e vevez-te aman ? rak ann tremenidi as friko hep mar ebed. Tec'h alesse, deuz gan-en, va c'hred. Enn eur c'hoarzin goap war he mignounez (1), ar weskle a lavaraz d'ezhi : tao gant da gompsiou! biskoaz ne c'hoarvezaz drouk ebed gant va mamm ; aman e vevinn hag e varvinn evel-t-hi. Pegenn dall oud ! eme ar ran, aliez e c'hoarvez traou digiz-braz. War gement-se eur m'arc'h o redek a flastraz ar baourez keaz. Meur a hini a ra evel-se. Distrei a reont ho diskouarn diouz ar c'huzuliou mad hag e vevont, e c'hiz ar weskle, hervez ar c'hizou koz (2). (1) En se moquant de son amie. (2) Ils vivent dans la routine.