Liesvedia

  • Gimp

    GIMP e brezhoneg

    Kinnig

    Ur meziant keweriañ ar skeudennoù bitmap eo GIMP (tresañ, daskemmañ, bliverezh, h.a.).

    Kinnig ur benveg labour all, digoust, hag Adobe Photoshop, gant ur c'hetal un tamm disheñvel a oa pal ar meziant-mañ.

    Talvezout a ra GIMP GNU Image Manipulation Program, da lavarout eo « goulev GNU da zornata skeudennoù », gwechall e veze lavaret General Image Manipulation Program. Krouet eo bet ar raktres gant Spencer Kimball ha Peter Mattis e 1995.

    Da gentañ penn e oa tonket d'ar reizhiadoù korvoiñ Unix ha GNU/Linux hag ivez Darwin (diazez Mac OS X). Gant Microsoft Windows ez a en-dro ivez, avat. Wilber eo an hini eo hudellig GIMP.

    Evel ma 'z eo meneget gant e anv, emañ GIMP e-kreiz raktres GNU. Troet eo bet penn-da-benn gant pare Korvigelloù an drouizig.

    Kelennskridoù evit deskiñ penaos ober gant GIMP

    Gant Belvar:

    Penaos ober ur sabrenn laser (pdf, odt)
    Penaos tennañ daoulagad ruz (pdf, odt)
    Diwar benn al liviaoù (pdf, odt)
    Penaos treiñ ur skeudenn sepia (pdf, odt)
    Penaos meskaj div skeudenn (pdf, odt)

    Pellgargañ Gimp e brezhoneg (evit Windows)

    1. Da gentañ, pellgargit ha stailhit GIMP 2.6.8 ha GTK+ 2 Runtime Environment amañ.
    2. Ouzhpennit an argemmen reizhiad nevez LANG=br dre Panneau de Configuration/Système/Avancé/Variable d'environement/Nouveau (Nom = LANG / Valeur = br).
  • GIMP 2.8 e brezhoneg

    Internet, d'an 3 a viz Mae 2012. Gimp Team a kinnig deoc'h GIMP 2.8hir gortozet gant an dud.

    Hir eo bet diorren an handelv-mañ. Kemmoù bras ha pouezus ez eus graet dezhi. En o zouez :

     

  • Inkscape 0.48.1

    Embannet eo bet handelv 0.48.1 an arload Inkscape !

  • Inkscape 0.48.2

     

    Embannet eo bet handelv 0.48.2 an arload Inkscape !

  • Pinta 1.0 e brezhoneg

     

    Ur goulev da dresañ ha da zaskemmañ skeudennoù eo Pinta.Savet eo bet diwar Paint.NET. A-benn pourchas ur meziant aesoc'h eget GIMP eo bet savet.

     

  • Pinta 1.6 e brezhoneg

     

    D'ar c'hentañ a viz Meurzh ez eo aet war-wel Pinta 1.6.

     

    Traoù nevez a zeu gant an handelv-mañ :

    Kempennet eo bet ostilh al lunioù :
              - Biroù ha kromennoù a vez treset gant ostilh al linennoù
              - Kemmet e vez al lunioù goude bezañ bet treset
              - Treset e vez linennoù dre c'hourzhelloù gant holl ostilhoù al lunioù


    Skoret eo ar modoù Unaniezh, Ezlakaat, Xpe ha Kenskejañ.


    Ur mirva evit askouezhioù o tont eus ar gummuniezh – staliet e vez askouezhioù dre voestad emziviz da ardeiñ an askouezhioù (dre lañser an askouezhioù)


    Kemmet eo bet neus boestad emziviz ar skeudennoù, ganti dibarzhioù a-fet ragarventennoù, reteradur ha drekleur hag un alberz eus ar skeuden dre ur velvenn.


    Azasaus eo neuzioù boestad an ostilhoù ha bostad al livaoueg, bremañ e vezont astennet a-blaen. Aesoc'h eo d'ober ganto gant ar skarmmoù bihan.

    Ur bern beugoù zo bet kempennet.

     

    Evit Windows :

    Enkorfet eo bet an droidigezh vrezhoneg e Pinta, koulskoude pa vo staliet Pinta, ne vo ket diouzhtu e brezhoneg. Serrit Pinta. Kit da Program files/Pinta/Locale. Kavet e vo an holl droidigezhioù.

    Kit er c'havlec'hiad anvet fr. Grit un eilad eus ar restr er c'havlec'hiad (eilit-pegit ar restr ennañ, ur restr gant copie en hec'h anv a vo krouet.

    Kit er c'havlec'hiad anvet br. Eilit ar restr. Distroit e frha pegit ar restr. Ar restr peget a gemero plas ar restr e galleg (setu perak eo gwell ober un eilad eus ar restr e galleg).

    Serrit pep tra ha lañsit Pinta. E brezhoneg e vo pep tra.

    Pellgargañ Pinta

    Roll ar c'hemmoù

  • Pinta e brezhoneg !

    Ur goulev da dresañ ha da zaskemmañ skeudennoù eo Pinta.Savet eo bet diwar Paint.NET. A-benn pourchas ur meziant aesoc'h eget GIMP eo bet savet.