Geriaouegoù brezhoneg war ar stlenneg

Skrivet he deus ar gevredigezh An Drouizig un nebeud geriaouegoù galleg-brezhoneg evit deskiñ geriaoueg ar stlenneg. Da lenn pe da bellgargañ e PDF int enlinenn.

Lexique 2017 - Geriaouegoù 2017 - Lexicons 2017

Geriaoueg 2017

E 2017 e teu ur meziant nevez da hizivaat ur c’heriaoueg maget gant termenoù nevez ha da erlec’hiañ ar geriaoueg 2012 hag a zo diamzeriet.

Lexiques en breton - Gerva 2012 - Lexicons

Geriaoueg 2012

Adembann a ra An Drouizig e 2012 ur geriaoueg brezhoneg maget gant gerioù nevez war dachenn ar stlenneg.

Ressources sur la langue bretonne - Lexiques de breton par An Drouizig

Ur geriaoueg evit kregiñ gant ar meziantoù

Alan Montfort, ezel bet e An Drouizig, en deus skrivet e 2009 ur c’heriaoueg evit kregiñ gant ar meziantoù e brezhoneg : OpenOffice, Firefox, Thunderbird, Gimp, Inkscape…Adkemer a ra ar geriaoueg-se ur stumm koshoc’h, da gaout enlinenn c’hoazh.

Diazezet eo ar geriaouegoù-se war troidigezhioù ar meziantoù LibreOffice, Firefox, Thunderbird, Gimp, Inkscape, ha meziantoù all troet gant An Drouizig. Ma vez gerioù diank e c’hellit skrivañ da drouizig@drouizig.org.