Meziantoù troet gant tud all

Setu ur roll eus ar meziantoù troet gant tud all pe gant kevredigezhioù all. Dont a ra eus tachennoù liesseurt.

Logo stal.bzh - Softwares translated in breton - Troet gant tud all

Stal.bzh

Kartenn etreoberiat

Stal.bzh zo un arload a zastum an embregerezhioù hag a ra gant ar brezhoneg pe hag a skoazell ar brezhoneg. Diorroet eo bet gant ar gevredigezh Mignoned ar brezhoneg, digoust eo ha muioc’h a 100 embregerezh a zo ennañ dija.

Logo Kwiz Brezhoneg - Arloadoù translated in breton - Troet gant tud all

Kwiz Brezhoneg

C'hoari

Ur c’hoari pedagogel eo Kwizh Brezhoneg. Reiñ a ra tu da zeskiñ muioc’h a 2600 e brezhoneg. Diorroet eo bet gant Morgan Gilet.

Traduction jeu Gerdle en breton - Logo Wordle trznslated in breton - Troet gant tud all

Gerdle

C'hoari

Diazezet eo ar c’hoari-se war ar c’hoari Wordle. Ar pal eo kavout ger an deiz gant c’hwech taol. Ret eo da bep taol bezañ ur ger brezhonek gwir. Diorroet eo bet ar c’hoari gant Brezhonadur.

Traductions pour mobile - Wikipedia translated in breton - Troet gant tud all

Wikipedia

Holloueziadur

Un Holloueziadur liesyezhek eo Wikipedia ha skrivet eo bet gant kenrouedaderien·ezed. Krouet eo bet e miz Genver 2001. An arload zo da gaout ivez e brezhoneg. Kinnig a ra meur a arc’hweladur evel an doare hep kennask pe an doare noz. Meur a bennad zo bet troet e brezhoneg dija.

traductions pour mobile - Swiftkey translated in breton - Troet gant tud all

SwiftKey

Klavier

Ur c’hlavier galloudel da gaout war Android, iOS ha Windows eo SwiftKey. Implijout a ra teknologiezhioù an naouegezh artifisiel evit rakwelout ar ger e fell d’an implijer·ez skrivañ. Da gaout eo e muioc’h a 300 yezh war Android ha muioc’h a 100 war iOS, e o-zouez ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Gallout a reer implijout war ar memes tro 5 yezh d’ar muiañ gant Android, ha 2 nemetken evit iOS.

Traductions pour mobile Osmand - Translated in breton

OsmAnd

Kartennouriezh

Un arload kartennouriezh ha merdeiñ evit Android hag iOS eo OsmAnd. Tu zo kaout ur stumm digoust pe ur stumm da baeañ. Dieub eo ar stumm evit Android. Gallout a ra ar roadennoù bezañ pellgarget evit mont en-dro ezlinenn. N’eo ket bet troet ar c’hetal e brezhoneg met kartenn OpenStreetMap zo implijet, ha posupl eo lakaat anezhie brezhoneg.

Traduction jeux vidéo - Word tango logo translated in breton

Word Tango

C'hoari

Ur c’hoari gerioù evit deskiñ yezhoù ha geriaoueg eo Word Tango. 38 yezh a zo gantañ, brezhoneg en o zouez. Gerioù diglok a vez kinniget deoc’h e Word Tango : un nebeud anezhi zo aet diwar wel. Ar pal eo lakaat al lizherennoù diank en egorennoù goullo ha stummañ ar gerioù gwir. Gallout a rit implijout un arouez pa vezit stanket. E-pad an abadenn e c’hellit gounit pezhioù ouzhpenn ma echuit pennadoù ha kefridioù.

Logo Bomb Party - Jeux traduits par d'autres

BombParty

C'hoari

Ur c’hoari digoust eo BombParty. Reiñ a ra tu da bleustriñ geriaoueg ha tizh war ar memes tro. Tro-ha-tro e rank pep c’hoarier·ez kavout ur ger gant al lizherennoù kinniget a-raok ma vefe echu an amzer hag a tarzhfe ar vombezenn. Mont a ra ar maout gant ar c’hoarier·ez z·diwezhañ. Tu zo c’hoari gant meur a zen war lec’hienn ofisiel ar c’hoari en ur sevel ur saloñs prevez.

Traduits par d'autres - Kristen Tonnelle - Kej-mesk

Kej-mesk

C'hoari

Ur c’hoari gerioù kemmesket eo Kej-mesk. Ar pal eo stummañ gerioù brezhonek diwar un niver roet. Cheñch a ra an niver a c’her da gavout bep tro ha ret eo d’ar gerioù kaout etre tri ha eizh lizherenn. Ebarzhet ez eus bet urgeriadur d’ar c’hoari evit gwiriañ ar gerioù. Diorroet eo bet ar c’hoari gant Kristen Tonnelle.

Jeux traduits par d'autres - Logo FreeCol

FreeCol

C'hoari

Ur stumm digoust hag Open Source eus ar c’hoari Colonization eo FreeCol. C’hoarvezout a ra ar c’hoari e 1492 e-pad trevadenniñ Amerika. Ar pal eo diorren un drevadenn gant un nebeud trevadennourien·ezed ha tapout an dizalc’hiezh. Tu zo kaout ar c’hoari evit Windows, Mac ha Linux.

An holl stummoù

Jeux traduits par d'autres en breton - Minecraft

Minecraft

C'hoari

Unan eus ar c’hoarioù brudetañ eo Minecraft war dachenn ar c’hoarioù spered-krouiñ/dizoleiñ. Deuet eo bet da vezañ un arouez pennañ eus ar c’hoarioù video a-drugarez d’ar gameplay simpl da gompren ha da zibaboù divent. Tu zo c’hoari e·hec’h-unan pe liesc’hoarier. A-drugarez d’e gumuniezh, hag a zo an hini eus ar vrasañ e bed ar c’hoari video, en deus kalz mods ha nevezenti. Mennozh ar c’hoari : a-dreñv pep kub ez eus dafar evit krouiñ savadurioù (moger, tiez…), trapoù pe armoù. Evel-se e c’hall pep c’hoarier·ez sevel ar bed evel ma fell dezhi·añ, en ur adaozañ al elfennoù hag zo dija tro-dro dezhi·añ.

Hyperun

C'hoari

Ur c’hoari-redek buan-kenañ eo Hyperun, gant troioù-ouesk ha poentoù. Ar c’hoari buanañ er bed eo. Awenet eo gant c’hoarioù klasel ar bloavezhioù 90 evel F-Zero, Akira, Tron ha Tony Hawk’s. Deuet eo er-maez e 2017 hag hegerz eo war Windows.