Page 1 sur 1

Kervarker

Publié : mer. nov. 30, 2005 10:19 pm
par cedric
:(
Noz vat deoc'h holl,
Evel a ouzit moarvat eo bet taget lec'hienn Kervarker n'eus ket pell 'zo, ar pezh a ra diouer bras da galz tud. Ouzhpenn-se eo gwall glañv Romuald Texier, mestr al lec'hienn. Hag anavezout a rafec'h unan bennak hag a vefe laouen oc'h ober war-dro al lec'hienn ken talvoudus-mañ.
Trugarez evit o sikour
CC
GS: kasit keloù din pe da Vark Kerrain:
mark.kerrain@uhb.fr

Publié : jeu. déc. 01, 2005 1:43 pm
par drouizig
Cedric,

A-du on ganit ez eo deuet va vout gwall vallus ar gudenn gant Kervarker.org...
Maleurüsamant n'anavezan ket kalz a dud o defe amzer da brofañ (hag ar barregezhioù rekis) evit ober war-dro lec'hienn Kervarker... Estregedon zo ha n'em eus ket kalz a amzer da reiñ me kennebeut...

Evit ar mare e kinnigan dit ma vo graet al labour teknikel ganin-me (evit ar mizioù da zont). Gall'rafen ratreañ al lec'hienn bewech ma vo troc'het, sac'het pe "haket" ha lezel a rafen Mark, Gwenael (Emelyanoff) bout merourien an "endalc'h" 'vel o doa graet abaoe mizioù zo.

Ar pezh a zo dav din evit bout gouestl da ratreañ al lec'hienn:

- An titouroù FTP (anv ar servijer pe e chomlec'h IP, anv lugañ, ger tremen).
- Un diell zippet gant holl restroù al lec'hienn.

Anavezout a ran php ha penaos merañ ul lec'hienn war an tu teknikel evel just.

Kas keloù din an abretañ ar gwellañ,

Kenavo,
Philippe

Kervarker / forom "brezhoneg"

Publié : sam. déc. 24, 2005 2:34 pm
par Gwenael
Pa n'eus ket a Gervarker ken -evit ar poent da vihanañ- em eus divizet krouiñ ur forom nevez evit komz diwar-benn ar brezhoneg. E peder yezh (brezhoneg, galleg, spagnoleg, kataloneg) eo ma forom.
Emezelit!
http://brezhoneg.myrealboard.com

Publié : sam. déc. 29, 2007 8:58 am
par Alan Monfort
N'eus ket tu lenn ar c'hemennadennoù hep bezañ lakaet e anv en a-raok ? Torr penn eo an dra-se :?