Evezhiadennoù yezh...

Evit kaozeal diwar-benn troidigezh Mozilla Firefox ha Mozilla Thunderbird e brezhoneg
Giulia
Messages : 66
Inscription : sam. août 20, 2005 3:26 pm
Localisation : Aubervilliers, 'kichen Pariz
Contact :

Message par Giulia »

Evel-just ez eus bet graet ul labour dispar gant troourien Mozilla, d'am soñj emañ a-du an holl gant an dra-se... 8) Met dedennus eo ivez tabutal war an termennoù da implij, hag eskemm soñjoù. Ne gav ket din eo ar pal pismigañ al labour bet graet, fin n'eo ket ma fal din-me. Ar pal eo laret hor soñj, setu tout. Emañ geriaoueg ar stlenneg oc'h en em sevel tamm ha tamm, setu ez eus peadra da dabutal, met pep troour a ra ar pezh a fell dezhañ a-benn ar fin. Ha n'hellomp ket goût evit ar poent peseurt gerioù a vo dalc'het gant an implijerien, an dra-se vo gouezet a-benn un nebeut bloavezhioù.
Evit istor adveziant pe enlugellant, e karan gwelloc'h adveziant, peogwir e klot gwelloc'h (d'am soñj din-me evel just, n'eo ket AR wirionez, UNAN hepken) gant ar ster (un tamm program ouzhpennet d'ur meziant); peogwir e vo desket ar ger meziant dija dre ma vez implijet kalz, ha stumm ar ger a gavan aes da gompren, dre ma vez graet e brezhoneg gant gerioù evel "advab", "adti", "adkambr" ha me oar me. Met d'am soñj, eo ur munud evel ma lârez, ha n'eo ket ur gudenn ma ra lod gant adveziant ha lod all gant enlugellant, gant ma vez komprenet gant an holl. E galleg ez eus troourien a ra gant "plug-in", lod all gant "plugin", lod all c'hoazh gant "greffon". ha n'eo ket ur gwall gudenn.
vindotale
Messages : 3
Inscription : mer. mai 17, 2006 6:29 pm

Message par vindotale »

mat, marse m' eus komprenet a-dreuz ar pezh a oa e penn lod ac'hanoc'h en ur dabutal àr an troiñ gerioù hag a-zivout ar pezh a vez anvet en ur mod un tammig demagogel ar gerioù "kimiek" (pet-ha-pet gwezh 'm eus bet klevet get kelennourion zo a gevrenn geltiek skol veur Roazhon komzoù rust doc'h ar sevel gerioù).

A-fet azasaat pe troiñ : akord on evit laret ne vez ket troet met azasaet : (ar brezhoneg a ra get frazennoù, gerioù hag ereadurezh simpl, pa implija forzh aes ar galleg gerioù, troiennoù hag ereadurezh foeñvet) . Met amañ da ma soñj eh omp àr dachenn an troiñ-gerioù liammet get ar stlenneg da laret eo ur c'heriaoueg resis-tre : da laret eo e ranker kompren resis-tre talvoudegezh ur ger (de wrizienn gresianeg pe al latin saozneg...) aze e vez troet kentoc'h evit azasaet : ur ger evit ur ger ( ar ger nevez ar resisañ ar gwellañ.) Pa vez kustum ar brezhoneg da eeunat (pezh ne dalv ket paouraat) frazennoù foeñvet ar galleg, amañ e c'houlenner getoñ tenniñ splet ag e vinvidigezh a-fet sevel gerioù (pouzusted al lostgerioù hag ar rakgerioù) netra ken n'hella adskediñ resisted ur c'heriaoueg ken arbennik evel heni an urzhiataerezh.

Ma vez tu goude-se da lakaat ar gerioù-se da vout aes da gompren gwell a-se met n'eo ket ar pal kentañ-razh.

Ne laran ket aze n'eus ket tu da gavouet ur c'hempouez etre an daou dra (resisted-komprenidigezh aes) met ret eo gwelet penaos strivoù a zo bet graet get preder hiniv-an-deiz, ha geriaoueg preder a zo daet da benn a dizhiñ ar c'hempouez-se. Pezh ne oa ket daet da benn SADED a ober e-raok. (evidin-me ne'm eus ket james lennet oc'hpenn div bajennad "Sadetek" hep mouzhiñ a-gaoz d'ar gerioù brezhoneg savet diàr henskouezeleg pe hengembraeg digomprenapl a-grenn ; bremañ e c'hellan en em ober get labourioù graet get preder pe diàr preder hep diaesamant erbet pe gozik)
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Message par drouizig »

Image
Répondre