Evezhiadennoù d/b Thunderbird

Evit kaozeal diwar-benn troidigezh Mozilla Firefox ha Mozilla Thunderbird e brezhoneg
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Evezhiadennoù d/b Thunderbird

Message par drouizig »

'Oaran ket hag-eñ 'peus remerket kement-mañ : pa glaskez un anv gant ar benveg "klask" er c'harnedad chomlec'hioù e teu da vezañ goullo.

Staliet 'm eus "Quick Locale Switcher" 'vel-se 'hallan implij Kurunevn en brezhoneg, en galleg hag en kembraeg. Pa lakan ar stumm c'hallek pe gembraek 'vez moaien d'implij ar benveg "klask" digudenn. Perak n'hallan ket en brezhoneg ? Torr-revr eo. 484 chomlec'h 'm eus ha neuze evit klask, lâran dit, 'vez ket aezet.

Un nebeud evezhiadennoù diwar-benn troidigezh Kurunevn :
- "azkouezhioù" zo skrivet el lañser "ostilhoù" pa vez implijet "askouezhioù" a-hend-all, ar stumm gant "s" eo an hini reizh sañset
- gwall blij ket din ar ger-se, ouzhpenn-se war 'm eus lennet ne glot ket tamm ebet, setu pezh 'm eus kavet war lec'hienn "hiziv an deiz" : askouezh g. -ioù : extension (nom d’un fichier), gwelloc'h vehe ober gant "enlugelladoù" pe "lugant"
- "ostilhoù" a implijez evit Kurunevn pa vez implijet "binvioù" evit Tanlouarn, binvioù zo 'welloc'h ganin-me

A-hend-all, daoust hag-eñ c'houvezhes pelec'h 'hallan tapet restroù yezh an askouezhioù-mañ ?

* Quick Locale Switcher
* Lightning
* ImportExportTools

Ma n'int ket re hir lakjen 'nê 'walc'h en brezhoneg.

Stefan
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Re: Evezhiadennoù d/b Thunderbird

Message par drouizig »

Gant Thunderbird 2.0.0.18 e brezhoneg eo bet reizhet :

- ar vi-koukoug Azkouezh / Askouezh
- ar gudenn gant ar c’hlask prim er c’harned-chomlec’hioù.

Philippe
Avatar de l’utilisateur
drouizig
Site Admin
Messages : 484
Inscription : mar. nov. 16, 2004 11:45 am
Localisation : Gwened/Sant-Brieg/Pouldreuzig
Contact :

Re: Evezhiadennoù d/b Thunderbird

Message par drouizig »

salud
ur fazi yezh all, e Thunderbird pa grogez da respont d'ur postel bennak
ha pa zivizez a-greiz-tout dilezel an traoù ha serriñ ar prenestr e teu
ur gemennadenn war wel ha warni ez eus ur bouton m'eo skrivet : "na
enrollañ ket"

n'haller ket implijout na ha ket war un dro evel-se pa n'eo ket un urzh,
ret eo lakaat
pe Na enrollañ (het ket)
pe Arabat enrollañ (hep na na ket)

Fulup J.
Avatar de l’utilisateur
Alan Monfort
Messages : 63
Inscription : lun. mars 06, 2006 2:00 pm

Re: Evezhiadennoù d/b Thunderbird

Message par Alan Monfort »

Un nebeud evezhiadennoù diwar-benn troidigezh Kurunevn :
- "azkouezhioù" zo skrivet el lañser "ostilhoù" pa vez implijet "askouezhioù" a-hend-all, ar stumm gant "s" eo an hini reizh sañset
- gwall blij ket din ar ger-se, ouzhpenn-se war 'm eus lennet ne glot ket tamm ebet, setu pezh 'm eus kavet war lec'hienn "hiziv an deiz" : askouezh g. -ioù : extension (nom d’un fichier), gwelloc'h vehe ober gant "enlugelladoù" pe "lugant"
- "ostilhoù" a implijez evit Kurunevn pa vez implijet "binvioù" evit Tanlouarn, binvioù zo 'welloc'h ganin-me
A-zivout Askouezh

E saozneg e vez graet un difoc'h etre extention ha plug-in hag an eil hag egile e kaver gant al lañser Binvioù/Askouezhioù. Graet em eus gant daou c'her disheñvel neuze. Un askouezh a zo un dra lakaet ouzhpenn evit resisaat pe reiñ galloudusterioù nevez. Arveret em eus an hevelep ger evit eeunaat an traoù, rebechet e vez ouzhin sevel traoù re gemplezh, neuze, evit ur vech, bezit laouen.
Binvioù a gavan bravik ivez. Gant OAB e oa bet bountet warnomp ober gant ostilhoù.
Alan
Répondre